Idwal Foel : diforc'h etre ar stummoù
echu an treiñ |
D Robot ouzhpennet: cy, fr, it, ru |
||
Linenn 18: | Linenn 18: | ||
[[Rummad:Rouaned Gwynedd]] |
[[Rummad:Rouaned Gwynedd]] |
||
[[cy:Idwal Foel]] |
|||
[[en:Idwal Foel]] |
[[en:Idwal Foel]] |
||
[[fr:Idwal Foel ab Anarawd]] |
|||
[[it:Idwal Foel ab Anarawd]] |
|||
[[ru:Идвал ап Анарауд]] |
Stumm eus an 19 Gou 2009 da 11:51
Idwal Foel ap Anarawd (Idwal Voal e brezhoneg), marvet e 942, a oa roue Gwynedd, ha meneget evel Roue ar Vrezhoned gant William of Malmesbury, en e Gesta Regum Anglorum, skrivet Judwalum er skrid latin orin, saoznekaet goude en Jothwel. En Annales Cambriae eo skrivet Iudgual.
Roue e teuas Idwal da vout pa varvas e dad Anarawd ap Rhodri e 916. Ret e voe dezhañ plegañ da anavezout evel ar roue saoz Athelstan evel roue a-us dezhañ. Pa varvas Athelstan en em savas Idwal hag e vreur Elisedd a-enep ar Saozon met lazhet e voent o-daou en emgann e 942.
Gant e vibien Iago ab Idwal hag Idwal, anvet ivez Ieuaf ab Idwal e ranke mont rouantelezh Gwynedd . Met Hywel Dda, a oa o ren e kreisteiz Kembre, a aloubas Gwynedd , ma rankas mibien Idwal kemer an hent d'an harlu.
War-lerc'h marv Hywel e 950 e c'hallas bugale Idwal goulenn o gwirioù adarre.
En e raok: Anarawd ap Rhodri |
Roue Gwynedd 878 – 916 |
War e lerc'h: Hywel Dda |