Elektronek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 81: Linenn 81:
[[tl:Elektronika]]
[[tl:Elektronika]]
[[tr:Elektronik]]
[[tr:Elektronik]]
[[ug:ئېلېكترون ئىلمى]]
[[uk:Електроніка]]
[[uk:Електроніка]]
[[ur:برقیات]]
[[ur:برقیات]]

Stumm eus an 17 Gou 2009 da 06:50

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An elektronik a zo ur skourr eus ar fizik hag e-keñver-se he fal a zo studiañ ar fenomennoù elektronikel, da lavared eo red an elektronioù hag ar rannigoù all karget gant an tredan en ardivinkoù, ar pezh eo ur skiant rik hag eus un tu all ur gelenn deknikel evit ijinañ ha lakat en-dro an ardivinkoù elektronikel.

Dre m'eo techet an tredan heuliañ ur roudad, ijinañ meur a seurtoù roudadoù a zo an dra pouezuzañ a reer evit sevel ardivinkoù elektronikel. Hag ar pleustriñ war ober ardivinkoù a zo lodenn vras labour an elektronikourien a vez renket en ijinouriezh elektronikel.

An implij liesañ ar roudadoù elektronikel a zo kontrolliñ, keweriañ ha dasparzhañ an ditour (en e stumm elektronikel) hag ivez daskemm ar galloudezh tredanel. Ne c'heller ket ober an daou dra hep detektiñ pe grouiñ parkoù ha redoù tredanel. Ha dre vras, an darn-vuiañ eus ar sistemoù elektronikel a ra pe gant kontrolliñ pe gant treuzkemmenn.

Goude an implij simpl a veze graet eus an tredan gant ar pellskriver hag ar pellgomz, mare ar roudadoù elektronikel a oa hini ar skingomz e derou an XXvet kantved, kendalc'het eo bet gant ijinañ ar skinwel ha bremañ an ardivinkoù elektronikel o deus aloubet an holl vuhez er broioù diorrenet. Kontrolliñ a reont kement a sistemou a-bouezh e sav un aon ma c'hellfent chom a-sav e-leizh diwar un degouezh dreist-ordinal (bombezenn atomek, mell maen-kurun...) ha lakaat buhez an dud en arvar.