Tarroz Bandiagara : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ru:Бандиагара
Linenn 27: Linenn 27:
[[fr:Falaise de Bandiagara]]
[[fr:Falaise de Bandiagara]]
[[he:צוק בנדיאגרה]]
[[he:צוק בנדיאגרה]]
[[hi:बन्डीयागारा]]
[[it:Falesia di Bandiagara]]
[[it:Falesia di Bandiagara]]
[[ja:バンディアガラの断崖]]
[[ja:バンディアガラの断崖]]

Stumm eus an 14 Gou 2009 da 00:55

Restr:Cliffbandiagara.jpg
Tarroz Bandiagara gwelet eus ar su

Tarroz 'Bandiagara zo un tarroz e kornad-bro an Dogoned, e Mali.

Tapout a ra an tarroz krag betek war-dro 500 m a-us kompezennoù traezhek izelañ ar su. War-dro 150 kilometr hed eo. A-raok an Dogoned e oa Tellemiz ha Toloiiz o chom en tarroz. Chom a ra savadurioù niverus eus mare Tellemiz.

Tornaod Bandiagara a oa bet enskrivet war roll glad bedel an UNESCO e 1989.

Tornaodoù Bandiagara zo un aradennad krag 200 km a ya a su da viz hag en em astenn betek torosad Grandamia. E penn an tarroz emañ ar pikern Hombori Tondo, ar gribenn uhelañ e Mali ha dezhañ 1,115 metr uhelder. Unan eus lec’hioù meurdezusañ Kornôg Afrika eo, gant e berzhioù henoniel, tudoniel ha douaroniel.

Bevañ a rae Tellemiz war uhelderioù an tarroz er ragistor a-raok bezañ bet skarzhet gant an Dogoned. Degadoù a gêriadennoù a oa bet savet ganto a-hed an tornaod, evel hini Kani Bonzon. E-kichen ar gêriadenn-se e c’hoarvezas an Dogoned er XIVvet kantved hag ac’halehont en em astennas ar genel-se war pladenn, tarroz hag e kompezennoù Seno-Gondo.

Heñcherien eus ar vro a c’hall ambroug strolladoù touristed ha beajiñ ganto a-hed an tarroz evit mont da welet kêriadennoù an Dogoned. Un heuliad roudoù a hed an tornaodoù hag e pep kêriadenn ez eus tiez-degemer ma c’haller kaout boued ha kavout bod. Gant ar c’hêriadennoù degemer e vez dastumet arc’hant digant an tiez-degemer ha paeet e vez tailhoù war an touristerezh dezho.