Deiz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astenn 2
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{LabourAChom}}
{{LabourAChom}}


An '''deiz''' eo ar [[koulad|c'houlzad]] etre ar [[sav-heol]] hag ar [[kuzh-heol|c'huzh-heol]] (pe "serr-nozh"), etre div noz, da lavaret eo prantadoù [[tenvalijenn]]. E-pad an deiz e weler sklaer ha lufrus eo an [[oabl]] abalamour da c'houloù an [[Heol]]. Kemm a ra [[padelezh]] an deiz hervez ar [[koulz-bloaz|c'houlz-bloaz]] hag al lec'h war an douar. Keit ha 6 miz e c'hall padout an deiz e daou benn an [[Douar]].<br>
An '''deiz''' eo ar [[koulad|c'houlzad]] etre ar [[sav-heol]] hag ar [[kuzh-heol|c'huzh-heol]] (pe "serr-noz"), etre div noz, da lavaret eo prantadoù [[tenvalijenn]]. E-pad an deiz e weler sklaer ha lufrus eo an [[oabl]] abalamour da c'houloù an [[Heol]]. Kemmañ a ra [[padelezh]] an deiz hervez ar [[koulz-bloaz|c'houlz-bloaz]] hag al lec'h war an douar. Keit ha 6 miz e c'hall padout an deiz e daou benn an [[Douar]].<br>
Dre astenn eo an deiz (pe an devezh) un deiz hag un noz asambles, met ar c'houlzad a zo etre un eur resis hag ar memes hini er memes lec'h d'an [[antronoz]] (d'an deiz a zeu goude an noz). Ar seurt koublad deiz ha noz a vez implijet pa lavarer eus seizh deiz ar sizhun.
Dre astenn eo an deiz (pe an devezh) un deiz hag un noz asambles, met ar c'houlzad a zo etre un eur resis hag ar memes hini er memes lec'h d'an [[antronoz]] (d'an deiz a zeu goude an noz). Ar seurt koublad deiz ha noz a vez implijet pa lavarer eus seizh deiz ar sizhun.



Stumm eus an 9 Gou 2009 da 03:06

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An deiz eo ar c'houlzad etre ar sav-heol hag ar c'huzh-heol (pe "serr-noz"), etre div noz, da lavaret eo prantadoù tenvalijenn. E-pad an deiz e weler sklaer ha lufrus eo an oabl abalamour da c'houloù an Heol. Kemmañ a ra padelezh an deiz hervez ar c'houlz-bloaz hag al lec'h war an douar. Keit ha 6 miz e c'hall padout an deiz e daou benn an Douar.
Dre astenn eo an deiz (pe an devezh) un deiz hag un noz asambles, met ar c'houlzad a zo etre un eur resis hag ar memes hini er memes lec'h d'an antronoz (d'an deiz a zeu goude an noz). Ar seurt koublad deiz ha noz a vez implijet pa lavarer eus seizh deiz ar sizhun.

Unvezioù deiz

Un unvez amzer eo an deiz ha pa n'emañ ket er SI e vez implijet asmables gantañ. Talvezout a ra 86 400 eilenn hag div arouezenn a ya gantañ : j (arouezenn c'halleg diwar jour) pe d (arouezenn etrebroadel diwar al latin dies). Sellet ouzh Lec'hienn Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Mentadurioù (e galleg)).

An deiz heolel a zo ar c'houlzad ma 'z eus ezhomm d'an Douar evit ober un dro pa vije posubl e welout a-ziwar an Heol, mod-all eo ar c'houlzad a zo etre daou tremenad an Heol lerc'h-ouzh-lerc'h a-blom d'ar memes hedred. E-barzh ar c'houlzad-se ez eus troiadur an Douar war he ahel koulz hag e dremen a-hed e orbit. Dre emglev ez eus 24 eur e-barzh pep deiz eus zero eur betek hanternoz (hemañ a zo e 24 eur koulz hag en eur zero eus an deiz war-lerc'h.
E-barzh ur bloaz (ur bloavezh) ez 365 pe 366 deiz (devezh).

An deiz steredel a zo ar c'houlzad ma 'z eus ezhomm d'an Douar evit ober un dro pa vije posubl e welout a-ziwar ar stered nesañ hag tremenadoù ur steredenn lerc'h-ouzh-lerc'h e hedred ul lec'h bennak. Talvezout a ra un deiz steredel evit 23 eur 56 munutenn.

Deizioù ar sizhun

Seizh deiz zo er sizhun en deiziataerioù juliat ha gregorian :

Koulzadoù an devezh

  • Mintin : eus hanternoz da greizteiz, met ivez eus ar sav-heol da greizteiz
  • Enderv(ezh) : eus kreizteiz da 4-6 eur. Implijet e vez abardaez d'an aliesañ hiziv
  • Pardaez : etre 4-7 eur hag ar sav-heol

Liammoù

Sellet ivez