Forn : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 4: | Linenn 4: | ||
==Istor== |
==Istor== |
||
[[Skeudenn:Four - intérieur.jpg|thumb|right|200px|Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en [[Okitania]].]] |
[[Skeudenn:Four - intérieur.jpg|thumb|right|200px|Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en [[Okitania]].]] |
||
Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an |
Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an [[Indus]], en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K.<ref>[http://www.historyworld.net/wrldhis/PlainTextHistories.asp?historyid=ab73 History of THE INDUS CIVILIZATION]</ref><ref>Dales, George, ''Excavations at Balakot, Pakistan, 1973'', Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [http://www.jstor.org/pss/529703]</ref> |
||
Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet [[bara]] gant ar C’hresianed en [[Henamzer]]. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued. |
Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet [[bara]] gant ar C’hresianed en [[Henamzer]]. Graet e vezent gant [[pri]] ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued. |
||
Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh [[300]] e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres. |
Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh [[300]] e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres. |
||
Linenn 12: | Linenn 12: | ||
==[[Keginañ]]== |
==[[Keginañ]]== |
||
[[Skeudenn:Oven.agr.jpg|thumb|left|Ur forn vodern]] |
[[Skeudenn:Oven.agr.jpg|thumb|left|Ur forn vodern]] |
||
Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : [[kig]], [[legumaj]], [[tourtennoù]] a bep seurt, [[gwastell|gwastilli]], ha bara ivez a-wechoù. |
Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e [[metal]] peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : [[kig]], [[legumaj]], [[tourtennoù]] a bep seurt, [[gwastell|gwastilli]], ha bara ivez a-wechoù. |
||
Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe [[glaou]]. Bremañ e vez graet peurliesañ gant [[gaz]] pe [[tredan]]. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer [[fornigell]] anezhañ. |
Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe [[glaou]]. Bremañ e vez graet peurliesañ gant [[gaz]] pe [[tredan]]. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer [[fornigell]] anezhañ. |
Stumm eus an 30 Mez 2009 da 16:52
Ur forn zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ (bara, kig ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù poderezh.
Istor
Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an Indus, en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K.[1][2]
Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet bara gant ar C’hresianed en Henamzer. Graet e vezent gant pri ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.
Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh 300 e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.
Keginañ
Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e metal peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : kig, legumaj, tourtennoù a bep seurt, gwastilli, ha bara ivez a-wechoù.
Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe glaou. Bremañ e vez graet peurliesañ gant gaz pe tredan. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer fornigell anezhañ.
Er fornioù modern e c’haller reoliañ an tommder, war-bouez ur gwrezreoler. Gallout a reer ivez reoliañ ar pad a-wechoù, da c’houzout pegeit amzer e chom ar boued er forn : evel-se e c’hell ar poazhañ chom a-sav e-unan. Un doare fornioù modern bihan, ar skinfornioù, a vez tommet pe poazhet buan ar boued enno dre berzh gwagennoù tredan-warellek berr.
Implijoù all
Estreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : brikennoù, teol pe priajoù a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.
Skeudenn-lavar
Daou implij all zo d'ar forn el lavar:
Krennlavar
- Gwelloc'h karantez leizh an dorn / Eget arc'hant leizh ar forn.
Gwelet ivez
Notennoù
- ↑ History of THE INDUS CIVILIZATION
- ↑ Dales, George, Excavations at Balakot, Pakistan, 1973, Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [1]