Strabon : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 15: | Linenn 15: | ||
Neuze e tistroas d'e gêr c'henidik hag e savas un Istor ({{Ἱστορικὰ Ὑπομνήματα}} / ''Historika Upomnếmata'' e [[gregach]]) e 43 levrenn. |
Neuze e tistroas d'e gêr c'henidik hag e savas un Istor ({{Ἱστορικὰ Ὑπομνήματα}} / ''Historika Upomnếmata'' e [[gregach]]) e 43 levrenn. |
||
Goude e pledas gant an ''Douaroniezh '' ( |
Goude e pledas gant an ''[[Douaroniezh Strabon|Douaroniezh]] '' (Γεωγραφικά}} / ''Geôgraphiká'' e [[gregach]]), da glokaat e levrioù istor, e 17 levr, a zo deuet betek ennomp, war-bouez al levrenn VII. |
||
Klask a rae kinnig ul levr evit an niver brasañ a dud hag a vije plijus da lenn ha kentelius war un dro. |
Klask a rae kinnig ul levr evit an niver brasañ a dud hag a vije plijus da lenn ha kentelius war un dro. |
Stumm eus an 21 Mez 2009 da 15:09
Strabon (Στράϐων / Strábôn, «luch », e gregach, e latin Strabo), ganet en Amasea en Kappadokia (bremañ Amasya e Turki) war-dro57 kent J.-C., marvet etre 21 ha 25 goude. J.-K., a oa un douaroniour eus Hellaz kozh.
E vuhez
En Amaseia, ur gêr nepell eus arvor ar Pontos e oa e dud. Kontet en deus Stabon en doa studiet gant Aristodème, a oa o kelenn bugale Pompée, e Karia. Goude-se ez eas da Roma ma studias gant an douaroniour Tyrannion.
Ur beajour bras e voe, ha gant ar pax romana e weladennas kement korn a oa en ekumene, adalek Armenia er savheol , betek Sardinia er c'huzh-heol, eus ar Pontos (Mor Du) en hanternoz betek harzoù Etiopia er c'hreisteiz.
Bageal a reas war an Nil betek Asouan en ur veaj renet gant Ælius Gallus, prefed roman Egipt.
Neuze e tistroas d'e gêr c'henidik hag e savas un Istor (Patrom:Ἱστορικὰ Ὑπομνήματα / Historika Upomnếmata e gregach) e 43 levrenn.
Goude e pledas gant an Douaroniezh (Γεωγραφικά}} / Geôgraphiká e gregach), da glokaat e levrioù istor, e 17 levr, a zo deuet betek ennomp, war-bouez al levrenn VII.
Klask a rae kinnig ul levr evit an niver brasañ a dud hag a vije plijus da lenn ha kentelius war un dro.
E oberenn
- N'eus bet miret nemet tammoù eus e labour istorel , e Eñvorennoù Istorel , e 43 levr, en doa savet da glokaat istor an Hellazad Polibios de Megalopolis.
- met tost penn-da-benn eo bet miret e oberenn veur Geographiká (douaroniezh), skrivet etre 29 kent JK, pa grogas gant e veajoù, betek ar bloavezh 7.
17 levrenn zo anezhi, ma taolenn enne ar bed evel ma oa anavezet en Henamzer, dezhe talvoudegezh vras evel eien a geleier, abalamour d'ar c'hemend a draoù en deus gwelet ha skrivet. Un drederenn zo skivet diwar-benn Iberia ha deuet e oa dezhañ an danvez eus meur a berzh, rak biskoazh ne oa bet lakaet troad gantañ el ledenez.
E Zouaroniezh
Bez ez eo unan eus ar re a ra anv eus Seizh Marzh ar Bed.
(da echuiñ)