Sabrenn : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot tennet: zh:佩劍 |
D Robot ouzhpennet: zh:佩劍 (西方) |
||
Linenn 67: | Linenn 67: | ||
[[sv:Sabel]] |
[[sv:Sabel]] |
||
[[uk:Шабля]] |
[[uk:Шабля]] |
||
[[zh:佩劍 (西方)]] |
Stumm eus an 13 Mez 2009 da 20:19
Ur sabrenn (sabrennoù, pe sabrinier, el liester) zo un arm dir goveliet da skeiñ gant ar beg hag al lemm. Kamm eo al laonenn anezhi, ha n’eus nemet an tu diavaez a zo lemm, pa vez lemm daou du laonenn ar c’hlezeier. Gant un dorn pe an daou e vez skoet, kement-se zo hervez doare ar sabenn.
Penaos eo disheñvel diouzh ar c’hleze ?
Daou droc’h zo d’ar c’hleze, setu eo aesoc’h da c’hoari gantañ, met lemmañ al laonenn a ra dezhi bezañ bresk . Gant un troc’h hepken eo kaletoc’h ar sabrenn, ledanoc’h keil al laonenn anezhi. Un arm eus ar c’hentañ evit ar soudarded war varc’h.
Sabrinier a bep seurt
- Bokken : sabrenn goad ar samourai
- Simeterrenn : arm an Arabed
- Daisho : hollad div sabrenn japanat ar samouraied: ar c'h- Katana (hir) hag ar wakizashi (berr)
- Flissa (Flyssa peFlissah) : Sabrenn eeun ha moan ar Gabiled.
- Katana : sabrenn eus Japan
- Machaira : sabrenn verr e Makedonia an Henamzer
- Nimcha : sabrenn eus Maroko
- No-dachi : sabrenn hir eus Japan (tremen 120 cm, a-wechoù betek 2 vetrad). Zanbato a vez graet anezhi viez.
- Ninjatô : sabrenn eus Japan, implijet gant an ninja.
- Tachi : sabrenn verr eus Japan.
- Yatagan : sabrenn pobloù zo eus Azia .