Afrodite Melos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: bg, da, de, el, en, eo, es, fa, ga, gl, he, hu, id, it, ja, ksh, lt, nl, no, oc, pl, pt, ru, simple, sv, tr, uk, vi, zh
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: bs:Miloska Venera
Linenn 22: Linenn 22:


[[bg:Венера Милоска]]
[[bg:Венера Милоска]]
[[bs:Miloska Venera]]
[[da:Venus fra Milo]]
[[da:Venus fra Milo]]
[[de:Venus von Milo]]
[[de:Venus von Milo]]

Stumm eus an 5 Mez 2009 da 04:57

Afrodite Melos
Afrodite Melos, Mirdi al Louvre, Pariz .

Afrodite Melos, pe Gwener Milo (dre fazi), a zo un delwenn savet d'an doueez Afrodite (Gwener hec'h anv brezhonek) er marevezh hellenek, etre ar IVvet ha Iañ kantved a-raok JK, kavet en enez Melos (pe Milos), hag a zo diskouezet e mirdi gall al Louvre e Pariz.

Kavidigezh

Bruched an delwenn a voe kavet e miz Ebrel 1820 e Melos, un enezenn eus ar Mor Enezek gant ur c'houer anvet Yorgos Kentrotas a oa o klask mein da sevel ur voger en-dro d'e bark.[1]. Un deskard ofisour er verdeadurezh c'hall, Olivier Voutier, a oa eno o sellet. Troet e oa gant an hendraouriezh, a oa ur skiant nevez-flamm d'an ampoent. Goulenn a ra digant ar gouerien toullañ .

  1. Pasquier, p. 24.