Deheubarth : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Hywel Dda: labour adlakaat an anvioù en o reizh |
||
Linenn 28: | Linenn 28: | ||
==Deheubarth kent an aloudabeg norman== |
==Deheubarth kent an aloudabeg norman== |
||
Krouet e voe Deheubarth gant [[ |
Krouet e voe Deheubarth gant [[Hywel Dda]] war-dro 904 pa gemeras broioù [[Seisyllwg]] ha [[Dyfed]]. En amzer-se en em astenne war [[Dyfed]], [[Ceredigion]] hag [[Ystrad Tywi]]. E gêrbenn a oa [[Dinefwr]] |
||
Evel ar rouantelezhioù kembrea arall e padas betek aloudabeg an [[Normaned]], zoken ma ne oa ket dieub e-pad tout ar marevezh. Gant [[Llywelyn ap Seisyll ]] eus [[Gwynedd]] e oa staget e 1018 ha gant [[Rhydderch ab Iestyn]] eus [[Morgannwg]] e 1023. [[Gruffydd ap Llywelyn]] a stagas ar vro addare met goude e faezhidigezh ha varvelezh e [[Hereford]] e adkavas renziad [[Dinefwr]] e c'halloud. |
Evel ar rouantelezhioù kembrea arall e padas betek aloudabeg an [[Normaned]], zoken ma ne oa ket dieub e-pad tout ar marevezh. Gant [[Llywelyn ap Seisyll ]] eus [[Gwynedd]] e oa staget e 1018 ha gant [[Rhydderch ab Iestyn]] eus [[Morgannwg]] e 1023. [[Gruffydd ap Llywelyn]] a stagas ar vro addare met goude e faezhidigezh ha varvelezh e [[Hereford]] e adkavas renziad [[Dinefwr]] e c'halloud. |
||
Linenn 91: | Linenn 91: | ||
{{Keltia}} |
{{Keltia}} |
||
[[Rummad: |
[[Rummad:Deheubarth]] |
||
[[Rummad: Rouantelezhioù brezhon]] |
[[Rummad: Rouantelezhioù brezhon]] |
||
Stumm eus an 31 Mae 2009 da 07:51
Deheubarth Deheubarth | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Unvaniezh Dyfed ha Seisyllwg | 904 | |||
- Aloudabeg gant bro-Saoz | 1283 |
Deheubarth (pe Dehoubarzh hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu, dehou a dalv kement ha "kreisteiz").
Istor
Deheubarth kent an aloudabeg norman
Krouet e voe Deheubarth gant Hywel Dda war-dro 904 pa gemeras broioù Seisyllwg ha Dyfed. En amzer-se en em astenne war Dyfed, Ceredigion hag Ystrad Tywi. E gêrbenn a oa Dinefwr
Evel ar rouantelezhioù kembrea arall e padas betek aloudabeg an Normaned, zoken ma ne oa ket dieub e-pad tout ar marevezh. Gant Llywelyn ap Seisyll eus Gwynedd e oa staget e 1018 ha gant Rhydderch ab Iestyn eus Morgannwg e 1023. Gruffydd ap Llywelyn a stagas ar vro addare met goude e faezhidigezh ha varvelezh e Hereford e adkavas renziad Dinefwr e c'halloud.
Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh
Eus 1078 da 1093 e renas Rhys ap Tewdur. A-benn e teuas da ziarbenn meur a arnodenn d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Kinniget e oa gant an Normaned-saoz ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifen Brycheinog. Goude e varvelezh e aloubas an Normaned-saoz darn vrasañ e rouantelezh. E-pad un amzer e voe kaset e vap, Gruffydd ap Rhys, d'un tec'hour. D'adgemer ul lodenn vihan e rouantelezh, war dro Cantref Mawr, e teuas a-benn met ar peurrest a oa staget gant aotrounez norman.
Un emsavadeg vras a oa a-enep an Normaned-saoz e 1136 hag kevreañ a reas Gruffydd ap Rhys gant Gwynedd. Asambles gant Owain Gwynedd ha Cadwaladr ap Gruffydd eus Gwynedd e trac'has an Normaned-saoz en Emgann Crug Mawr e-kichen Kardigan. Frankizañ a rejont Ceredigion a oaun darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha Gruffydd ap Rhys a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav.
Goude e vavelezh e dremenas ar rouantelez d'e vibien Anarawd, Cadell, Maredudd and Rhys ap Gruffydd. Er c'hontrol ar pezh a c'hoarvezhe alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil goude an egile. An hini yaouankañ,Rhys ap Gruffydd a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.
Goude e varvelezh, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion Llelewyn Meur Gwynedd. Da get ez eas rouantelezh Deheubarth da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war Cantref Mawr hag Ystrad Towi betek 1283.
Tud brudet ganet e Deheubarth
Sulien eus Llanbadarn (g. 1030) a yeas da eskop e 1073. Skrivañ a reas kalz sagaioù. E servij an Iliz e heulias e vibien (ne oa ket difennet ouzh ar veleien dimeziñ c'hoazh). Rhygyfarch eus Llanbadarn a skrivas ur buhezskrid, "Buhez Sant-David".
Listenn rouaned ha priñsed Deheubarth
Rouaned Deheubarth
- Hywel Dda ap Cadel (909 – 950)
- Rhodri ap Hywel (950 – 953)
- Edwin ap Hywel (950 – 954)
- Owain ap Hywel (950 – 987)
- Maredudd ab Owain (987 – 999)
- Cynan ap Hywel (Roi de Gwynedd) (999 – 1005)
- Edwin ab Einion (1005 – 1018)
- Cadell ab Einion (1005 – 1018)
- Llywelyn ap Seisyll (ha roue Gwynedd) (1018 – 1023)
- Rhydderch ab Iestyn (Priñs Gwent) (1023 – 1033)
- Hywel ab Edwin (1033 – 1044)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre ) (1044 – 1047)
- Gruffydd ab Rhydderch (1047 – 1055)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre) (1055 – 1063)
- Maredudd ab Owain (1063 – 1072)
- Rhys ab Owain (1072 – 1078)
- Rhys ap Tewdwr (1078 – 1093)
Priñsed Deheubarth
E 1093 e krog aloubidigezh Deheubarth gant an Normaned-saoz.
- Gruffydd ap Rhys (1135 – 1137) (roue war an darn ne oa ket bet aloubet gant ar Normaned)
- Anarawd ap Gruffydd (1137 – 1143)
- Cadell ap Gruffydd (1143 – 1153)
- Maredudd ap Gruffydd (1153 – 1155)
- Rhys ap Gruffydd (1155 – 1197)
- Gruffydd ap Rhys (1197 – 1201)
- Maelgwyn ap Rhys (1199 – 1230)
- Rhys Gryg (1216 – 1234)
Goude 1234 ne renas priñsed Deheubarth nemet war Cantref Mawr hag edo o galloud o vont war zisteraat.
- Rhys Mechyll (1234 – 1244)
- Maredudd (1244 – 1271)
- Rhys ap Maredudd (1271 – 1283)
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia