Loeiz III an Dall : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: pl:Ludwik III Ślepy
Linenn 80: Linenn 80:
[[la:Ludovicus Caecus]]
[[la:Ludovicus Caecus]]
[[nl:Lodewijk de Blinde]]
[[nl:Lodewijk de Blinde]]
[[pl:Ludwik III Ślepy]]
[[ro:Ludovic al III-lea, Împărat Roman]]
[[ro:Ludovic al III-lea, Împărat Roman]]
[[ru:Людовик III Слепой]]
[[ru:Людовик III Слепой]]

Stumm eus an 30 Mae 2009 da 23:33

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Loeiz an Dall, a oa ganet en Autun (Saône-et-Loire hiriv) war-dro 880 pe 883, ha marvet d'an 28 a viz Mezheven 928 e Vienne (Isère hiziv), a oa roue Provañs adalek 887, roue Italia adalek 900, hag Impalaer Santel evel Loeiz III, etre 901 ha 905.

E vuhez

Mab e oa da Boson V, roue Provañs (marvet en 887), ha da Ermengard, ur verc'h da Loeiz II, Impalaer ar C'hornôg.


Roue Provañs hag Impalaer ar C'hornôg

War-lerc'h marv e dad Boson, e miz Genver 887 e voe anvet da roue Provañs (eus 887 betek 928), met bihanik e oa, hag e vamm an hini a renas da c'hortoz, gant skoazell Richarzh II Bourgogne , lesanvet Richarzh ar Justisour, breur d'he fried Voson . En miz Mae 887 e kasas Ermengard he mab da gaout an impalaer Karl III, ha n'en doa bugel ebet, abalamour dezhañ da advabañ Loeiz. En miz Mae 889 ez eas-hi da gaout Arnulf Karintia, dug Karintia a oa bet anvet da roue Germania, d'ober he le dezhañ. En 890, e Valence, e voe dilennet Loeiz, gant kuzul an eskibien ha priñsed, da roue Arle, roue Provañs, ha roue Bourgogn . En 894 ez eas ar roue Loeiz da ober e le a feladed d'ar roue Arnulf Germania. En 896 e stourmas ouzh ar Sarazined a oaoc'h ober freuz ha reuz e Provañs.


Lennadurezh