Maloù : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Tamm adwel d'ar yezh
nrm:
Linenn 1: Linenn 1:
[[fr:Saint Maclou]]
[[fr:Saint Maclou]]
[[nrm:Mâlo]]

[[Rummad:Istor relijiel]]
[[Rummad:Istor relijiel]]
[[Rummad:Istor Breizh]]
[[Rummad:Istor Breizh]]

Stumm eus an 29 Ebr 2006 da 06:23

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Patrom:Peurunvan

Ur sant katolik hag unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh eo Sant Maloù anavezet evel saint Maclou e ranvroioù 'zo eus Bro-C'hall (Maclovius er testennoù kozh latin). An hengeltieg mac'h + low a dalvez evit gouestl lufrus. Lidet e vez gouel sant Maloù d'ar 15 a viz Du.

Ar richenn

Ganet eo bet Maloù e Bro-Gembre e fin ar VIvet kantved. Heuliañ a reas skol manati Llancarfan. Echu e studi, e chomas ar paotr yaouank er manati-se evel manac'h. Graet eskob hervez eur vojenn e kuitaas Maloù e vro c'hinidik, hag e treuzas ar mor gant kompagnuned ha douarañ a reas en enezenn vihan ar penitiour Aaron. Alese ez eas da gêr Aled ma teuas eno da vezañ ar c'hentañ eskob . Eno en em lakaas da brezegenniñ, mes ar pezh a lavare ne blije ket d'an holl. En em dennañ e reas er Saintonge. Eno eo bet marvet d'ar 16 a viz Du eus ar bloaz 649.
Ul lodenn eus e relegoù a zeuio en-dro da Aled, sez an eskopti kaset goude pelloc'h war ribl ar mor e-lec'h m'emañ kêr Sant-Maloù hiziv.
Maloù a zo unan euzh ar seizh eskob diazezer a ya ar birc'hirined da welout o fennilizoù en ur ober an Dro-Vreizh.

Al lec'hioù-lid

An testennoù

Skrivet ez eus bet ur vuhez Sant Malou Vita S. Maclovii war-dro 870 embannet e 1636 gant Alberzh Meur (Albert le Grand), manac'h dominikan.