Faidra : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sl:Fedra
Linenn 48: Linenn 48:
[[pt:Fedra]]
[[pt:Fedra]]
[[ru:Федра]]
[[ru:Федра]]
[[sl:Fedra]]
[[sr:Федра]]
[[sr:Федра]]
[[sv:Faidra]]
[[sv:Faidra]]

Stumm eus an 28 Mae 2009 da 08:22

Hippolite ha Faedra, laour, v. 290
Faedra, livet gant Alexandre Cabanel.

Faidra pe Faedra (Φαίδρα}} / Phaídra e gregach) a oa merc'h da v-Minos, roue Kreta, ha da b-Pasifae, ha c'hoar da Ariadne.

Dimeziñ a reas da Deseüs, roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.

Neuze ec'h orgedas ouzh he lezvab Hippolite a oa mab da Deseüs ha da Antiope, rouanez an Amazonezed. Ur gabestrenn he doe digantañ, ma klaskas ober un dro lous dezhañ. Tamall a reas anezhañ da vezañ klasket he gwallañ.

Ha Teseüs, savet konnar ennañ, a c'houlennas digant Poseidon, a dlee tri gouestl dezhañ, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e kezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotrgant e garr. En em lazhañ a reas Faedra gant ar glac'har hag ar morc'hed.

Kontet eo bet an istor gant Euripides, en un doare un tamm disheñvel en e bezh Hippolite a zoug ar gurunenn. Awenet eo bet ivez Seneca ha Racine gant ar vojenn.

Sources

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.