Biwmares : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 28 Ebr 2009 da 17:27

Iliz an itron Varia, e Biwmares, m'emañ bez ar briñsez Siwan (gwreg Llywelyn Fawr)

Biwmares (Beaumaris e saozneg) zo ur gêr e gevred Enez Mon war ribl ar Menai. Un anv normanek zo gant ar gêr hag a dalvez geun brav ('beau marais' e galleg).

Savet e voe Biwmares evel m'emañ bremañ e dibenn an XIIIvet kantved, goude aloubadeg Enez Mon gant ar roue saoz Edouarzh Iañ. Lakaat a reas sevel ur c'hastell en ul lec'h ma oa ur geriadenn anvet Llan-faes. Skarzhet e voe tud ar geriadenn, kaset e voent da Niwbwrch, ha dont a reas Saozon d'ober o annez er gêr nevez e-kichen Kastell Biwmares, a oa unan eus kreñvlec'hioù saoz hanternoz Kembre, evel Kastell Caernarfon, Kastell Harlech pe c'hoazh Kastell Conwy.

Hiziv n'eo ket Biwmares ur greizenn velestraduel a bouez ken : emañ kuzul kontelezh Mon e Llangefni. Derc'hel a ra Biwmares da vezañ ul lec'h darempredet koulskoude, gant miliadoù a douristed o tont di bep bloaz.