Roperzh Iañ (roue ar Franked) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7: Linenn 7:
E 921 e savas a-enep d'ar roue, asambles gant uhelidi all ar rouantelezh. Ret e voe da Charlez III tec'hel kuit ha Roperzh a voe kurunennet e 922. Ur bloaz goude, e miz Even 923, e voe lazhet e-pad [[emgann Soissons (923)|emgann Soissons]] ma stourme e arme ouzh hini partizaned Charlez III.

Tad-kozh [[Huon Capet]] eo.
Tad [[Huon Veur]] ha tad-kozh [[Huon Capet]] eo.

Stumm eus an 13 Ebr 2009 da 13:26

Roperzh Iañ, ganet war-dro 865 ha marvet e 923, a voe roue ar Franked etre 922 ha 923.

Mab e oa da Roperzh ar C'hreñv ha breur Odo Iañ.

Goude marv e vreur (898) ec'h anavezas Charlez III evel roue ar Franked hag e teuas da vezañ kont ar Franked.

E 921 e savas a-enep d'ar roue, asambles gant uhelidi all ar rouantelezh. Ret e voe da Charlez III tec'hel kuit ha Roperzh a voe kurunennet e 922. Ur bloaz goude, e miz Even 923, e voe lazhet e-pad emgann Soissons ma stourme e arme ouzh hini partizaned Charlez III.

Tad Huon Veur ha tad-kozh Huon Capet eo.

En e raok:
Charlez III
Rouaned ar Franked

922923
War e lerc'h:
Raoul