Mehmet IV : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn nevez : thumb|Mehmet IV '''Mehmet IV''' pe '''Mehmet ar Chaseour''', ganet d'an 2 a viz Genver 1642, a voe naontekvet sultan an impalaeriezh otoman. Mab e oa d… |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 4 Ebr 2009 da 06:34
Mehmet IV pe Mehmet ar Chaseour, ganet d'an 2 a viz Genver 1642, a voe naontekvet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Ibrahim I ha da Turhan Sultan.
Ren a reas eus 1648 betek 1687, da lâret eo ar ren hirañ goude hini Suleyman ar Meurdezus.
Yaouankiz
Penn kentañ e ren a voe ur prantad dizurzh. Meret e veze ar vro gant e vamm-gozh, Kösem Sultan hag e vamm. Kevezerezh a greskas etre an div vaouez betek ma voe dizoloet un irienn savet gant Kösem Sultan evit distroadañ Mehmet IV. Tud Turhan Sultan a lazhas neuze mamm-gozh ar sultan (1651).
Ren
Dindan ren Mehmet IV e kendalc'has diskar an impalaeriezh.
E 1656 e voe trec'het an Otomaned gant Venezia dirak strizh-mor an Dardanelloù. Kollet e voe an inizi Bozcaada ha Limni ha panik a savas en Istanbuliz.
Goude meur a emgann kollet a-enep da Aostria, Venezia ha Pologn e voe distroadet Mehmet IV gant an arme d'an 8 a viz Du 1687 ha lakaet e vreur Suleyman da ren en e blas.
Mehmet IV a varvas d'ar 6 a viz Genver 1693 e Edirne. Sebezet e voe er Voskeenn Nevez (Yeni Camii), ur voskeenn a oa bet boulc'het e 1597 dindan sultanelezh Murat III ha peursavet e 1663.
thumb|right|250px|Yeni Camii (Ar voskeenn nevez), digoret e 1663