Ahmet Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20: Linenn 20:
Dindan ren Ahmet I e voe savet ar [[moskeenn Sultanahmet|voskeenn Sultanahmet]] pe moskeenn c'hlas.
Dindan ren Ahmet I e voe savet ar [[moskeenn Sultanahmet|voskeenn Sultanahmet]] pe moskeenn c'hlas.


Mervel a reas gant an [[tifuz]] d'an 22 a viz Du 1617.
Mervel a reas gant an [[tifuz]] d'an 22 a viz Du 1617. [[Mustafa I]], e vreur, a bignas neuze war an tron.





Stumm eus an 3 Ebr 2009 da 15:17

Ahmet I, gant John Young, 1815

Ahmet I, ganet d'an 18 a viz Ebrel 1590, a voe pevarzekvet sultan an impalaeriezh otoman.

Mab e oa da Mehmet III ha da Handan Sultan. Ren a reas eus 1603 betek 1617.

Ren

Eil mab Mehmet III e oa Ahmet met e vreur henañ, Mahmut, a voe lazhet diwar urzh o zad.

Cheñch a reas ar boaz a oa betek-hen da lazhañ breudeur ar sultan nevez hag ul lezenn a savas evit ma vefe hiviziken ezel koshañ ar familh a yafe war an tron goude marv ar sultan bet.

E 1603 e rene c'hoazh ar brezel etre an impalaeriezh otoman hag Aostria. Goude un nebeud emgannoù evit kemer pe adkemer kreñvlec'hioù e voe sinet ar peoc'h etre an div impalaeriezh gant feur-emglev Zitvatorok d'an 11 a viz Du 1606.

Beylik Mibien Ramazan hag a oa dindan dalc'h an Otomaned abaoe 1510 a voe diframmet ent-ofisiel e 1609.

E 1612 e voe sinet ar peoc'h gant Iran gant feur-emglev Nasuh Pacha met torret e voe e 1615 hag ar brezel a renas adarre etre an div vro betek 1618.

Moskeenn Sultanahmet

Dindan ren Ahmet I e voe savet ar voskeenn Sultanahmet pe moskeenn c'hlas.

Mervel a reas gant an tifuz d'an 22 a viz Du 1617. Mustafa I, e vreur, a bignas neuze war an tron.