HTML : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: sq:HTML
Linenn 116: Linenn 116:
[[sk:Hypertext markup language]]
[[sk:Hypertext markup language]]
[[sl:HTML]]
[[sl:HTML]]
[[sq:Hypertext Markup Language]]
[[sq:HTML]]
[[sr:HTML]]
[[sr:HTML]]
[[sv:HTML]]
[[sv:HTML]]

Stumm eus an 25 Meu 2009 da 15:02

HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul langaj informatik implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit ar genrouedad. Ul "langaj-merkañ testennoù" eo.


An Tagoù HTML

Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant "tagoù", da lâret eo iñstruksionoù evit divizout penaos e rankfe ar browser diskouez (fichañ...) ar skrid. Normalamant e teu an tagoù daou-ha-daou: un tag-komañs, hag un tag-echuiñ. An tag-komañs a lavar an iñstruksionoù, hag a verk komañsamant ar pennad-skrid koñsernet (an "elfenn"). Hag an tag-echuiñ a verk fin an elfenn.

Tagoù pennañ

<html> : evit lâret e komañs un teul HTML, setu ar browser a vo da dretiñ ar pezh a teuio war e lerc'h e-giz kod HTML.

<head> : evit merkañ talbenn un teul HTML. Bez' emañ e-barzh ennañ an titouroù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet deuzoute ne vo diskouezet war-eeun.

<body> : evit komañs "korf" un teul HTML, da lavaraet eo e endalc'h, ar pezh vo diskouezet d'an implijer e-barzh prenestr ar browser.

Head

E-barzh an elfenn <head> e vo kavet :

  • <title> : titl ar bajenn, hag a vo skrivet e-barzh e barrenn-titl ar browser.

Body

E-barzh ar c'horf <body> e c'haller kavout tagoù all, e-giz da skouer :

  • <h1>, <h2>,... <h6> : an titloù eus ar c'hevrennoù, an iskevrennoù...
  • <p> : evit digoriñ ur paragraf nevez.
  • <br> : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad.
  • <table> : evit krouiñ un daolenn (e-barzh hemañ e vo kavet ivez <tr> evit pep linenn eus an daolenn, ha neuze <td> evit dispartiañ ar c'heloù).
  • <div>: evit merkañ ur rann...


Skouer

<!DOCTYPE HTML PUBLIC "-//W3C//DTD HTML 4.01 Transitional//EN" "http://www.w3.org/TR/html4/loose.dtd">
<html>
 <head>
   <title>Salud, mestr an dud !</title>
   <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
 </head>
 <body>
   <p><font color="red"><b>Salud,</b></font><br><font color="blue">mestr an dud !</font></p>
 </body>
</html>


... a vo diskouezet war ar skramm :

Salud
mestr an dud !

Emdroadur

Al langaj HTML, dibaoe ma oa bet ijinet e 1991, a zo bet gwellaet meur a wezh. An emdroadur pennañ eo an XHTML, da lakaat an teul HTML kewir gant ar standard XML.