Leto : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: el:Λητώ
Linenn 60: Linenn 60:
[[da:Leto]]
[[da:Leto]]
[[de:Leto (Mythologie)]]
[[de:Leto (Mythologie)]]
[[el:Λητώ]]
[[en:Leto]]
[[en:Leto]]
[[eo:Leto]]
[[eo:Leto]]

Stumm eus an 22 Meu 2009 da 03:55

Leto skrapet gant Titios : Apollon (en dorn kleiz), e wareg hag a glaouier gantañ, a glask mirout ouzh Titios hag Artemis, ur wareg hag ur saezh ganti, a zo war-hent. Dremm a-raok un amforenn attek dremmoù ruz, war-dro 515 kent JK. Mirdi al Louvre.


Leto (Λητώ / Lêtố e gregach), a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis hag Apollon.

Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koeos ha d'e c'hoar Foebe.

Mojennoù

Meur a vojenn zo diwar he fenn.

Heskinerezh ha gwilioud

Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Piton war-lerc'h ar paourkaezh plac'h. .

A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud , a neuie war ar mor, kaset-degaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa ket stag ouzh douar ebet.

Nav devezh-pad e voe er gwentloù, pa deuas Ilitia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin.

  • Klask a reas Titios gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
  • Evel he mab Apollon e oa e-tu Troia e-pad brezel Troia.

e Roma

Latona a veze graet anezhi gant ar Romaned.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwelout ivez