Frañsez III (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:
[[Skeudenn:Franciszek III Bretoński.JPG| thumb|right|200px|Herri, daofin Bro-C'hall ha dug Breizh war-lerc'h marv e vreur Frañsez, livet gant [[Corneille de Lyon. ]]]]
[[Skeudenn:Franciszek III Bretoński.JPG| thumb|right|200px|Herri, daofin Bro-C'hall ha dug Breizh war-lerc'h marv e vreur Frañsez, livet gant [[Corneille de Lyon. ]]]]


'''Frañsez Bro-C'hall''', ganet d'an 28 a viz C'hwevrer [[1518]] e kastell [[Amboise]] ha marvet d'an 10 a viz Eost [[1536]] e kastell Tournon, a oa [[mab]] henañ [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall|Frañsez Kentañ]], roue [[Bro-C'hall]], ha [[Klaoda Bro-C'hall]], [[merc'h]] henañ [[Anna Breizh]] ha [[roll Rouaned ha Duged Breizh|dugez Breizh]] a-berzh he mamm. [[Daofin]] Bro-C'hall e oa eta, ha [[dug Breizh]] dindan an anv a [[Frañsez III]].
'''Frañsez Bro-C'hall''', ganet d'an 28 a viz C'hwevrer [[1518]] e kastell [[Amboise]] ha marvet d'an 10 a viz Eost [[1536]] e kastell [[Tournon]], a oa [[mab]] henañ [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall|Frañsez Kentañ]], roue [[Bro-C'hall]], ha [[Klaoda Bro-C'hall]], [[merc'h]] henañ [[Anna Breizh]] ha [[roll Rouaned ha Duged Breizh|dugez Breizh]] a-berzh he mamm. [[Daofin]] Bro-C'hall e oa eta, ha [[dug Breizh]] dindan an anv a [[Frañsez III]].


Badezet e voe e Amboise d'ar 25 a viz Ebrel 1519. [[Daofin]] Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e [[1518]]. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e [[1524]].
Badezet e voe e Amboise d'ar 25 a viz Ebrel 1519. [[Daofin]] Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e [[1518]]. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e [[1524]].

Stumm eus an 13 Meu 2009 da 04:16

Frañsez III en bugel
Ardamezioù Frañsez III, dug Breizh
Herri, daofin Bro-C'hall ha dug Breizh war-lerc'h marv e vreur Frañsez, livet gant Corneille de Lyon.

Frañsez Bro-C'hall, ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1518 e kastell Amboise ha marvet d'an 10 a viz Eost 1536 e kastell Tournon, a oa mab henañ Frañsez Kentañ, roue Bro-C'hall, ha Klaoda Bro-C'hall, merc'h henañ Anna Breizh ha dugez Breizh a-berzh he mamm. Daofin Bro-C'hall e oa eta, ha dug Breizh dindan an anv a Frañsez III.

Badezet e voe e Amboise d'ar 25 a viz Ebrel 1519. Daofin Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e 1518. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e 1524.

Spagn

E 1525 e voe kollet emgann Pavia gant e dad, a gouezhas etre krabanoù e enebour bras Karl V, impalaer Aostria ha roue Spagn. Evit bezañ dieubet e rankas ar roue gall fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. En em zaskor a rejont war harzoù Frañs-Spagn d'ar 15 a viz Meurzh 1526. Pevar bloaz e chomas an daou vreur prizoniet e Spagn e-lec'h o zad, eus 1526 da 1530. Eus eno, a lavarer, e teuas gantañ ar c'hiz da wiskañ dilhad du.

Dug Breizh

D'ar 14 a viz Eost 1532 e voe kurunennet Frañsez evel dug Breizh e Roazhon gant an eskob Eozen Maeeuc. Neuze e kuitaas urzh Sant Mikael (gall) hag e voe degemeret en Urzh an Erminig. E le a embannas e galleg hag e brezhoneg. Nemet ne renas ket abalamour ma oa dalc'het an dugelezh gant e dad.

Marv

Kastell Tournon
E dad, Frañsez Iañ

Mervel a reas Frañsez III e 1536 e kastell Tournon, abalamour, a lavarer, en devoa evet ur banne dour e Lyon,war-lerc'h ur c'hoariadenn tripod. Unnek vloaz a-raok e dad. 18 vloaz e oa, dizimez ha divugel. Kredet e voe e oa bet kontammet. Tamallet e voe da Graf Montecuccoli, sekretour an Daofin, bezañ chomet e servij Karl V. Ha meur a seurt ampoezon a voe kavet en e lojeiz pa voe furchet. Goude bezañ bet jahinet ec'h anzavas en doa lazhet an dug. Hiziv e soñjer e varvas an dug gant an droug-skevent, tapet e karc'har Madrid. Douaret e voe e penniliz Saint-Denis. Hervez an istorourien e voe ur c'holl bras, dre ma hañvale bezañ ampartoc'h eget e vreur Herri, a voe roue Bro-C'hall ha dug Breizh war e lerc'h, d'ober ar vicher.