Erwan Evenou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
traigou
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22: Linenn 22:
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1940|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1940|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek an XXvet kantved|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Yezhoniezh ar brezhoneg|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Yezhoniezh ar brezhoneg|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Tud|Evenou, Erwan]]
[[Rummad:Tud|Evenou, Erwan]]

Stumm eus an 10 Meu 2009 da 17:42

Ur yezhour hag ur skrivagner brezhonek eo Erwan Evenou (ez-ofisiel:Yvon Évenou). Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel, yezhel ha politikel. Ganet eo en Aljer (Aljeria), d’ar 14 a viz C'hwevrer 1940 ha bevet en deus eno e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.

Labour emsavel

War un dro gant e labour er sindikad SNI-PEGC e voe unan eus emsaverien bennañ Unvaniezh Demokratel Breizh. Bet eo sekretour Galv (e galleg: « comité d'action progressiste pour la langue bretonne ») er bloavezhioù 1970. Gant e skipailh voe aozet ar gerzhadeg a voe e 1970 etre Ploue hag an Oriant. En noz kent e voe lojet an dud er Faoued,

Hiziv e ra war-dro skol gouren ar Faoued, bet krouet gantañ pell zo, er barrez m'emañ o chom.

E skridoù

Evel ezel eus Unvaniezh Demokratel Breizh e savas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e galleg evit ar Peuple Breton, ken e brezhoneg evit Pobl Vreizh hag ivez evit Al Liamm, dreist-holl ur pennad "kleiz ha Breizh", a zo a dalvoudegezh vras.

Embannet en deus ivez ul levr barzhonegoù ha daou romant e brezhoneg hag ur studiadenn a-zivout ar brezhoneg en deskadurezh hag er vuhez foran.

Levrioù