Stlennyezhouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Gant emdroadur buan teknologezhioù ar [[urzhiataerezh|stlennegezh]] ez eus bet an ezhomm d'en em harpañ war an teknikoù yezhel evit aesaat ar c'hehentiñ den-mekanik. En tu all, profitet he deus ar yezhouriezh eus galloud an urzhiateroù evit akuizitañ ur ment nevez ha digeriñ hentoù davet danvezioù enklask nevez.
Gant emdroadur buan teknologezhioù ar [[urzhiataerezh|stlennegezh]] ez eus bet an ezhomm d'en em harpañ war an teknikoù yezhel evit aesaat ar c'hehentiñ den-mekanik. En tu all, profitet he deus ar yezhouriezh eus galloud an urzhiateroù evit akuizitañ ur ment nevez ha digeriñ hentoù war-zu danvezioù enklask nevez.


Unan eus teknikoù ar stlennegezh eo ar stlennyezhouriezh. Kavet e vez ivez e iz-danvezioù ar [[spered galvezel]]. E touesk an talvoudvaoù e c'haller menegiñ:
Unan eus teknikoù ar stlennegezh eo ar stlennyezhouriezh. Kavet e vez ivez e iz-danvezioù ar [[spered galvezel]]. E touesk an talvoudvaoù e c'haller menegiñ:

Stumm eus an 5 Meu 2009 da 12:06

Gant emdroadur buan teknologezhioù ar stlennegezh ez eus bet an ezhomm d'en em harpañ war an teknikoù yezhel evit aesaat ar c'hehentiñ den-mekanik. En tu all, profitet he deus ar yezhouriezh eus galloud an urzhiateroù evit akuizitañ ur ment nevez ha digeriñ hentoù war-zu danvezioù enklask nevez.

Unan eus teknikoù ar stlennegezh eo ar stlennyezhouriezh. Kavet e vez ivez e iz-danvezioù ar spered galvezel. E touesk an talvoudvaoù e c'haller menegiñ:

  • Krouidigezh meziantoù e yezhoù stlennegel evit dielfennañ ur yezh wir : labourioù Noam Chomsky o deus diazezet an hañvaledigezh etre yezhoù gwir hag ar yezhoù stlennegel. Savet e vez ur yezh stlennegel gant ur yezhadur hag ur geriadur. Tremen a ra displegerezh un destenn dre un dielfennadur gerioù, dielfennadur ereadurezh hag un dielfennadur sterioù. Setu al labour graet gant ar jubennourien hag ar gempunerien.
  • An droidigezh emgefre : e-pad pell eo bet isistimet ar gudenn-se hag evit gwir eo unan eus ar gudenn gizidikañ da renkañ evit un urzhiataer. D'ar prantadoù geriaoueg hag ereadurezh e vez ouzhpennet un dielfennadur steroniezh hag unan pragmateg a-benn termeniñ ster ur gêr en e gendestenn. Gallout a ra ar gendestenn talvezout evit an holl destenn troet.
  • Dielfennadur rekedoù gant ur yezh wir