Saoz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Gwe 2004 da 16:27

                                  tokipona:toki Inli   

Saozneg : saoz-n + eg (sausnec e 1659, dont a ra eus saxonica dre sax'nica e latin)

Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a ya eus Bro-Saoz. Hennezh zo ar yezh naturel pe unan a yezhoù meur a vro, surtout ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wechall, en o mesk ar Stadoù Unanet, an Iwerzon, ar C'hanada, an Aostrali, hag ar Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan eus ar yezhoù hag a vez kaozeet ar muiañ er bed.


Levezon ar saozneg : dindan levezon er saozneg ez eus heleizh a yezhoù all, ba tachennoù a-bouez hidi an dez, da skwer ar stlennegezh hag an darampredoù-a-bell, an armerzh. Ouzhpenn evit kement-se eo deuet da vezañ pouezus-bras er bed, de gentañ a-gaost da c'halloud an impalàerezh saoz a-wechall, ha dreist-holl a-gaost da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus eo deuet da vezañ, mar'd eo yezh stankañ an darampredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù.


Emdroadur ar yezh : ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet dindan levezon ar galleg e meur a gourz. Ar levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vurendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) met en ur bochad kaozioù zo bet savet diwar ur c'hourien latin c'hoazh ive. Ar c'haozioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarampred gant ar galleg : a-gaost d'an dra-se emaint tostik-tra, ar skritur, ouzh ar gaoz kar. Ar c'haozioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sell ket kin an Anglezed dioute ar seurt da gaozioù gallek. Da skwer: difference,introduction, village, pure.