Lusifer : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: ms:Lucifer |
D Robot ouzhpennet: tr:Lucifer |
||
Linenn 58: | Linenn 58: | ||
[[th:ลูซิเฟอร์]] |
[[th:ลูซิเฟอร์]] |
||
[[tl:Lusiper]] |
[[tl:Lusiper]] |
||
[[tr:Lucifer]] |
|||
[[zh:路西法]] |
[[zh:路西法]] |
Stumm eus an 22 C'hwe 2009 da 12:34
Gwall bell emañ Lusifer Romaned an Henamzer diouzh Lusifer ar Gristenien.
Doue roman
Lusifer a oa un doue roman, mab da Aurora (Eos gant tud Hellaz), doueez tarzh an deiz. Par ha kar eo d'an doue Fosforos e relijion Hellaz, a zo tad da Keiks ha da z-Daedalion.
An anv
Talvezout a ra kement hag "an hini a zoug ar goulou". Anvioù all zo dezhañ, a vez graet eus Steredenn ar Beure, ar Werelaouen e brezhoneg:
Bez eo ivez al lesanv a vez graet eus doueed all ar Sklerijenn.
Lusifer ar gristenien
Lusifer a vez gwelet, abaoe ar Grennamzer, evel un « ael kouezhet », hañval-bev ouzh Satanas, un drougael, enebour Doue. Kement-se a deu eus levezon al lennegezh kristen. Hervez ar mojennoù kristen e oa un arc’hael en neñvoù (darn a lavar ur cherubin, pe ur serafin) hag a oa savet lorc’h ennañ ha c’hoant da enebiñ ouzh doue e grouer. Taolet e voe e-maez ar baradoz gant arme e feizidi, hag abaoe emaint o redek ar bed-mañ.
Orin an eil Lusifer
Dont a ra an anv eus ar Vulgat, skrid latin ar Bibl aozet gant sant Hieronimos.