Llanilltud Fawr : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
→Orin hag istor: sent |
||
Linenn 6: | Linenn 6: | ||
Desket e voe eno tud evel: |
Desket e voe eno tud evel: |
||
*ar Breizhad hag Iwerzhonad [[Sant Padrig]] |
*ar Breizhad hag Iwerzhonad [[Sant Padrig]] |
||
*Kerneviz (a Gerne-Veur) |
*Kerneviz (a Gerne-Veur) Sant [[Pedrog]] (a voe savet gantañ [[Padstow]] e [[Kernev-Veur ]]), [[Sant Nektan]], santez [[Morwenna]] (a voe savet ganti [[Morwenstow]] e [[Kerne-veur]]), Sant [[Piran]] a zo sant paeron [[Kernev-Veur]]; |
||
*ar re a zivroas da Arvorig [[Paol Aorelian]], [[Samzun]], [[Gweltaz]], [[Tudwal]] pe [[Tugdual]]; |
*ar re a zivroas da Arvorig [[Paol Aorelian]], [[Samzun]], [[Gweltaz]], [[Tudwal]] pe [[Tugdual]]; |
||
*[[David]], pe ''Dewidd'', sant paeron [[Kembre]]; |
*[[David]], pe ''Dewidd'', sant paeron [[Kembre]]; |
Stumm eus an 19 C'hwe 2009 da 18:33
Llanilltud a zo ur gêr vihan e kreisteiz Kembre, e Morgannwg, war aod kanol Bristol. Saoznekaet eo bet an anv e Lantwit Major.
Orin hag istor
Dont a ra an anv eus ar manac'h Illtud, aet da Ildud e brezhoneg, a voe savet ur manati gantañ eno, war-dro ar VIvet kantved. Ennañ e voe desket tud veur an iliz, tud deuet da vezañ, darn anezhe, sent veur Breizh, ha dreist-holl renerien an divroadeg etrezek Arvorig.
Desket e voe eno tud evel:
- ar Breizhad hag Iwerzhonad Sant Padrig
- Kerneviz (a Gerne-Veur) Sant Pedrog (a voe savet gantañ Padstow e Kernev-Veur ), Sant Nektan, santez Morwenna (a voe savet ganti Morwenstow e Kerne-veur), Sant Piran a zo sant paeron Kernev-Veur;
- ar re a zivroas da Arvorig Paol Aorelian, Samzun, Gweltaz, Tudwal pe Tugdual;
- David, pe Dewidd, sant paeron Kembre;
- ar roue Maelgwn Gwynedd.
Darn a zo aet betek ober eus ar manati-se "koshañ skol-veur ar bed".
Pa zegouezhas menec'h alese da Arvorig e voe roet gante anv o manati d'al lec'h ma oant degouezhet (gwelout Lannildud). Koulskoude ne greder ket e oa Illtud en o zouez.
Da welout eno
Diskouezet e vez d'ar weladennerien:
- an iliz eus an XII-vet kantved gouestlet da Sant Illtud, savet el lec'h m'edo ar manati kozh;
- an ti-kêr eus ar XV-vet kantved,
- kastell Sant Donat (kembraeg: castell Sain Dunwyd) a chom tammoù anezhañ eus an XII-vet kantved, a zo hiriv ur skol etrevroadel anvet, Atlantic College.
Gevellet eo kêr gant ar Poullig-gwenn.