Frañsez Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Frañsez Kervella''', François-Marie Kervella e [[marilh ar boblañs]], ganet en [[Dirinonn]] ([[Kerne]] - [[Penn-ar-Bed]]) en [[1913]], marvet en [[Lannuon]] en [[1992]]. Anavezet eo ivez dindan e anv-pluenn Kenan Kongar. [[Douarour]] eo, skrivagner, barzh brezhonek, hogen anavezet dreist-holl evel [[yezhadur ar brezhoneg|yezhadurour brezhonek]]. Er [[kelaouenn|gelaouenn]] [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] e kemeras perzh, ha goude ar brezel e [[Barr Heol]] hag e [[Al Liamm]].<br>
'''Frañsez Kervella''', François-Marie Kervella e [[marilh ar boblañs]], ganet en [[Dirinonn]] ([[Kerne]] - [[Penn-ar-Bed]]) en [[1913]], marvet en [[Lannuon]] en [[1992]]. Anavezet eo ivez dindan e anv-pluenn Kenan Kongar. [[Douarour]] eo, skrivagner, barzh brezhonek, hogen anavezet dreist-holl evel [[yezhadur ar brezhoneg|yezhadurour brezhonek]]. Er [[kelaouenn|gelaouenn]] [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] e kemeras perzh, ha goude ar brezel e [[Barr Heol]] hag e [[Al Liamm]].<br>
Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en [[Emsav]] ivez : [[Frañsez Kervella-Kernu]] a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou. Daoust da se e vezont kemmesket alies el levrioù savet diwar-benn an amzer-se.
(Taolit evezh : Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en [[Emsav]] ivez : [[Frañsez Kervella-Kernu]] a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou. Daoust da se e vezont kemmesket alies el levrioù savet diwar-benn an amzer-se.)


==Bugaleaj ha yaouankiz==
==Bugaleaj ha yaouankiz==
Linenn 39: Linenn 39:
* ''Barzhonegoù''. Al Liamm - Brest. [[1982]]. Embannet a-dammoù e-barzh : "[[Gwalarn]]", [[1933]]-[[1944]]
* ''Barzhonegoù''. Al Liamm - Brest. [[1982]]. Embannet a-dammoù e-barzh : "[[Gwalarn]]", [[1933]]-[[1944]]
* ''Dindan gouriz ar bed (e Bro an okoume''). Lesneven : [[Mouladurioù Hor Yezh]], [[1985]].
* ''Dindan gouriz ar bed (e Bro an okoume''). Lesneven : [[Mouladurioù Hor Yezh]], [[1985]].
* ''An ti e traoñ ar c'hoad : eñvorennoù bugaleaj''. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
* ''An ti e traoñ ar c'hoad : eñvorennoù bugaleaj''. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, [[1990]].
* ''Skridoù Frañsez Kervella''. Al Liamm. [[1993]]. Notennoù ha pennadoù skrivet gant Frañsez Kervella etre [[1930]] ha [[1941]] kinniget gant [[Per Denez]]
* ''Skridoù Frañsez Kervella''. Al Liamm. [[1993]]. Notennoù ha pennadoù skrivet gant Frañsez Kervella etre [[1930]] ha [[1941]] kinniget gant [[Per Denez]].


====Levrioù evit ar vugale====
====Levrioù evit ar vugale====
*''An naered hag o flemm'', Embannadurioù Gwalarn, 1930.
*''An naered hag o flemm'', Embannadurioù Gwalarn, [[1930]].


====Troidigezhioù====
====Troidigezhioù====

Stumm eus an 7 C'hwe 2009 da 09:53

Frañsez Kervella, François-Marie Kervella e marilh ar boblañs, ganet en Dirinonn (Kerne - Penn-ar-Bed) en 1913, marvet en Lannuon en 1992. Anavezet eo ivez dindan e anv-pluenn Kenan Kongar. Douarour eo, skrivagner, barzh brezhonek, hogen anavezet dreist-holl evel yezhadurour brezhonek. Er gelaouenn Gwalarn e kemeras perzh, ha goude ar brezel e Barr Heol hag e Al Liamm.
(Taolit evezh : Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en Emsav ivez : Frañsez Kervella-Kernu a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou. Daoust da se e vezont kemmesket alies el levrioù savet diwar-benn an amzer-se.)

Bugaleaj ha yaouankiz

Savet eo bet en ur familh baour o chom war ribl an Elorn e Dirinonn, war harzoù Loperc'hed, ha brezhoneg a veze komzet er gêr. Goude marv e dad er brezel-bed kentañ, pa oa pevar bloaz, ar bugelig a voe disklêriet minor ar Stad ha desavet gant e vamm hag e dud-kozh.

Buhez micherel

Ijinour war ar c'heologiezh hag ar maengleuzierezh e oa. Goude bezañ graet e studioù e teuas da vezañ douarour hag ez eas d'ober enklaskoù evit kavout eoul-maen en Afrika, e (Gabon hag en Aod an Olifant). Diwezhatoc'h e labouras evit ar CEA da glask kailh uraniom ha mineraloù skinoberiant ha kement-se betek bezañ war e leve-kozhni.

Eil brezel bed

Da heul an dekred kemenn da zivodañ ar Parti National Breton, Strollad Broadel Breizh, d'an 20vet a viz Here 1939 eo preizhet e levraoueg. En 1940 e kemer perzh er Bretonische Regierung e Berlin.

Kemer a reas perzh en adreizh an doare-skrivañ peurunvan en emglev a zeuio diwar se e 1941. Ezel eo bet eus Framm Keltiek Breizh en 1942.

Ur skoazell bras eo bet da Yann Gerlann a-benn sevel ha derc'hel en he sav skol vrezhonek Plistin, ar skol vrezhonek kentañ.

Goude ar brezel

Eurediñ a ra gant Yvette Le Dret (Ivetig an Dred-Kervella) en 1947. Asambles gant e bried eo en em lakaet da gas ar brezhoneg war-raok : kenlabourat a reas gant lies kelaouenn, skrivañ a reas e-barzh Barr-Heol hag Al Liamm.

Pevar bugel o deus bet, Erwan, Annaig, Riwanon ha Divi.

Oberennoù

Studiadennoù war ar yezh

  • Penaos niveriñ ha kontañ e brezhoneg, 1943, eil emb. Skol, 1965, niv. 31
  • Yezhadur bras ar brezhoneg Skridoù Breizh - Ar Baol. 1947, Al Liamm, 1976, 1995. Sellet e vez ouzh an oberenn-mañ evel unan deus gwellañ yezhadurioù brezhonek bet skrivet biskoazh, abalamour ma'z eo displeget ar brezhoneg dre ar munud.
  • Diazezoù ar sevel gwerzioù. Brest. Al Liamm - Brest. 1965.
  • Gerioù diazez ar brezhoneg. Hor Yezh - Brest. 1969.
  • Méthode nouvelle de breton = Hent nevez d'ar brezhoneg. Brest : Hor Yezh ; Al Liamm. 1971.
  • Yezhadur. Hor Yezh - Lesneven. 1979. (gant Jean-Yves Urien, Yann Desbordes)
  • An den etre an anken hag an ankoù, etre an neñv hag an ifern, gwelet a-dreuz darn eus ar c'hantikoù. Hor Yezh - Lesneven. 1981
  • Nouvelle méthode de breton = Hent nevez d'ar brezhoneg. Ouest-France - Rozahon. 1984. skeud. gant Erwan Kervella, 1993, 1997
  • Kentelioù an trede derez, Ober, moulet gant Hor yezh, 1978
  • Geriadur krenn ar brezhoneg, diembann.
  • Ur sell nevez war istor ar vro, diembann.

Lennegezh, eñvorennoù

  • Gant blaz an avaloù ruz, romant bet kollet.
  • Barzhonegoù. Al Liamm - Brest. 1982. Embannet a-dammoù e-barzh : "Gwalarn", 1933-1944
  • Dindan gouriz ar bed (e Bro an okoume). Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1985.
  • An ti e traoñ ar c'hoad : eñvorennoù bugaleaj. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Skridoù Frañsez Kervella. Al Liamm. 1993. Notennoù ha pennadoù skrivet gant Frañsez Kervella etre 1930 ha 1941 kinniget gant Per Denez.

Levrioù evit ar vugale

  • An naered hag o flemm, Embannadurioù Gwalarn, 1930.

Troidigezhioù

  • Ar c'havr hag he givri bihan, hervez ar Grimm Al Liamm. (troidigezh) 1961.
  • Pêrig hag ar briñsez, Al Liamm, 1962.
  • Bleiz noz Nedeleg, Al Liamm, 1962
  • An nadozig vurzhudus. Al Liamm. 1976. gant Roger Judrin, troet gant Kenan Kongar
  • Luky Luke, Pare paotred Dalton, Skol an Emsav, 1977.
  • Troidigezhioù, Ober, 1983

Kenlabour

Sellit ouzh Geriadur ar Skrivagnerien hag ar Yezhourien, pajenn 172-173.