Tu-etre : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''tu-etre''' ([[saozneg|saoz.]]: "''[[:en:Grammatical voice|middle voice]]''") evit komz eus un [[tu yezhadurel]] hanter-hent etre an [[tu-gra]] hag an [[tu-gouzañv]], dre ma ne c'hell ket bezañ renket ar [[rener (yezhadur)|rener]] nag evel [[graer (yezhoniezh)|c'hraer]] rik na da [[gouzañver (yezhoniezh)|c'houzañver]] rik ar frazenn, gantañ perzhioù o tennañ koulz d'an eil ha d'egile.
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''tu-etre''' ([[saozneg|saoz.]]: "''[[:en:Grammatical voice|middle voice]]''") evit komz eus un [[tu yezhadurel]] hanter-hent etre an [[tu-gra]] hag an [[tu-gouzañv]], dre ma ne c'hell ket bezañ renket ar [[rener (yezhadur)|rener]] nag evel [[graer (yezhoniezh)|c'hraer]] rik na da [[gouzañver (yezhoniezh)|c'houzañver]] rik ar frazenn, gantañ perzhioù o tennañ koulz d'an eil ha d'egile.


En tu-etre e talvez ar rener da c'hraer ha da c'houzañver an ober war un dro, da lâret eo e c'hell talvezout [[semantik|ez-semantikel]] da [[verb embober|emoberezh]] (un ober graet dezhañ e-unan pe evitañ e-unan) pe da [[kenemoberezh (yezhoniezh)|genemoberezh]] (un ober graet an eil d'egile/eben) seul wezh ma vez [[liester]] ar rener, da skouer:
En tu-etre e talvez ar rener da c'hraer ha da c'houzañver an ober war un dro, da lâret eo e c'hell talvezout [[semantik|ez-semantikel]] da [[verb embober|emoberezh]] (un ober graet dezhañ e-unan pe evitañ e-unan) pe da [[Kenemobererezh (yezhoniezh)|genemobererezh]] (un ober graet an eil d'egile/eben) seul wezh ma vez [[liester]] ar rener, da skouer:


* e [[sañskriteg]]
* e [[sañskriteg]]

Stumm eus an 7 C'hwe 2009 da 08:17

Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu-etre (saoz.: "middle voice") evit komz eus un tu yezhadurel hanter-hent etre an tu-gra hag an tu-gouzañv, dre ma ne c'hell ket bezañ renket ar rener nag evel c'hraer rik na da c'houzañver rik ar frazenn, gantañ perzhioù o tennañ koulz d'an eil ha d'egile.

En tu-etre e talvez ar rener da c'hraer ha da c'houzañver an ober war un dro, da lâret eo e c'hell talvezout ez-semantikel da emoberezh (un ober graet dezhañ e-unan pe evitañ e-unan) pe da genemobererezh (un ober graet an eil d'egile/eben) seul wezh ma vez liester ar rener, da skouer:

यज॑ते (yájate): "aberzhiñ a ra evitañ e-unan" (tu-etre rik)
शेते॑ (śéte) "en e c'hourvez emañ" (media tantum amdranzitivel),


En henc'hresianeg

E henc'hresianeg eo alies emoberek ster an tu-etre, a c'hell bezañ tranzitivel pe amdranzitivel. A-wezhoù e c'hell bezañ implijet an hevelep frammadur evit merkañ an arbennelezh.

Kenglotaat a c'hell stumm an tu-etre gant hini an tu-gouzañv, da skouer:

Tu-etre (tranzitivel):
  • Ἀνὴρ τιμᾶται ("En em enoriñ a ra un den" = "Kanañ a ra meuleudi dezhañ e-unan")
Tu-etre (amdranzitivel: media tantum):
  • κεῖμαι ("em gourves emaon")
Tu-gouzañv:
  • Ἀνὴρ τιμᾶται ὑπ' ἀνδρός ("Enoret e vez un den gant un den (all)"

Verboù emober rik pe verboù deponant int deuet da vezañ e gresianeg a-vremañ.

E latin hag er yezhoù romanek

Diorroet e oa bet verboù deponant al latin diwar tu-etre ar c'hent-indezeuropeg

inquinor "en em louzañ a ran": media tantum tu-etre (stumm-emober)
sequor "heuliañ a ran": media tantum tu-gra

Deuet d'o zro da vezañ verboù brizhemober (media tantum) implijet gant meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer:

Je me souviens ("Soñj am eus")
Me cayo ("Kouezhañ a ran")

En islanedeg

Unan eus ar yezhoù indezeuropek a-vremañ ral pe raloc'h implijet gante un tu-etre rik eo an islandeg merket gant al lostger "-st", da skouer:

  • matast "debriñ": amdranzitivel (media tantum)
  • sjást "bezañ gwelet: kevatal d'an tu-gouzañv
  • klæðast "en em wiskañ": stumm-emober

Gwelit ivez: