Loeiz Bihanig : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:


===E vuhez===
===E vuhez===
Ganet 'oa bet Loeiz Bihannig e Landeda, d'an 19 a viz Gouere 1924. Bevet en deus e yaouankiz e [[Landeda]]. Un atant o doa e dud eno. Karet e oa gant e dud. 15 bugel o deus bet. O vezhina e veze e dad en enezeier ([[Trielen]], ...) c'hwec'h miz ar bloaz. Bezhinaer-pesketaer-labourer-douar e oa bet Loeiz Bihannig gant e dad en e vugaleaj. N'en doa klevet nemet brezhoneg betek e seizh vloaz, pa oa aet d'ar skol. Ur wech tapet e « sertifikad » e oa aet da studiañ da skolaj Sant Charlez e [[Kemper]], e 1937. Eno e kinnige an Ao. Kerbiriou kentelioù istor Breizh d'e skolidi, ar pezh oa ral d'ar mare-se. Brezhonegerien e oa an holl skolidi koulz lavaret, ha bet e oa ar c'hentelioù-se un dizoloadenn vras evit meur a hini anezho, peadra da vagañ o freder. En em enskrivañ a reas Loeiz Bihannig e « Skol Ober », da beurzeskiñ e yezh-vamm.
Ganet 'oa bet Loeiz Bihannig e Landeda, d'an 19 a viz Gouere 1924. Bevet en deus e yaouankiz e [[Landeda]]. Un atant o doa e dud eno. Karet e oa gant e dud. 5 bugel o deus bet. O vezhina e veze e dad en enezeier ([[Trielen]], ...) c'hwec'h miz ar bloaz. Bezhinaer-pesketaer-labourer-douar e oa bet Loeiz Bihannig gant e dad en e vugaleaj. N'en doa klevet nemet brezhoneg betek e seizh vloaz, pa oa aet d'ar skol. Ur wech tapet e « sertifikad » e oa aet da studiañ da skolaj Sant Charlez e [[Kemper]], e 1937. Eno e kinnige an Ao. Kerbiriou kentelioù istor Breizh d'e skolidi, ar pezh oa ral d'ar mare-se. Brezhonegerien e oa an holl skolidi koulz lavaret, ha bet e oa ar c'hentelioù-se un dizoloadenn vras evit meur a hini anezho, peadra da vagañ o freder. En em enskrivañ a reas Loeiz Bihannig e « Skol Ober », da beurzeskiñ e yezh-vamm.


===E vicher===
===E vicher===

Stumm eus an 31 Gen 2009 da 13:14

Loeiz Bihannig (Landeda 1924Sant Malo 1998). Anvioù skrivagner : Yannig Kerlean. Bez' ez eo bet Loeiz Bihanig, Louis Bihannic e galleg, ur skrivagner brezhonek hag ur stourmer evit ar yezh o skoazellañ ar gelaouenn Al Liamm evel sekretour e-pad meur a vloavezh.


E vuhez

Ganet 'oa bet Loeiz Bihannig e Landeda, d'an 19 a viz Gouere 1924. Bevet en deus e yaouankiz e Landeda. Un atant o doa e dud eno. Karet e oa gant e dud. 5 bugel o deus bet. O vezhina e veze e dad en enezeier (Trielen, ...) c'hwec'h miz ar bloaz. Bezhinaer-pesketaer-labourer-douar e oa bet Loeiz Bihannig gant e dad en e vugaleaj. N'en doa klevet nemet brezhoneg betek e seizh vloaz, pa oa aet d'ar skol. Ur wech tapet e « sertifikad » e oa aet da studiañ da skolaj Sant Charlez e Kemper, e 1937. Eno e kinnige an Ao. Kerbiriou kentelioù istor Breizh d'e skolidi, ar pezh oa ral d'ar mare-se. Brezhonegerien e oa an holl skolidi koulz lavaret, ha bet e oa ar c'hentelioù-se un dizoloadenn vras evit meur a hini anezho, peadra da vagañ o freder. En em enskrivañ a reas Loeiz Bihannig e « Skol Ober », da beurzeskiñ e yezh-vamm.

E vicher

Goude e goñje e studias e skol ar mor e Pempoull. Echu e studioù gantañ ez eas da eil gabiten ha da gabiten er verdeadurezh-kenwerzh. E-pad ar bloavezhioù-se en doa bet tro da zaremprediñ porzhioù hanternoz Europa, Mor Breizh, ar Mor Atlantel, Afrika, Azia, Amerika an Norz hag Amerika ar Su. Plijout a rae kalz dezhañ en em gavout gant tud ha sevenadurioù all, daoust d'an dispartioù hir diouzh e dud. War-dro 1950 e koumanantas da « Al Liamm », ha bep bloaz p'en em gave en douar ez ae da gaout Ronan Huon, evitañ da gaout keleier diwar-benn Breizh hag an Emsav. E 1965, e tivizas klask labour en douar, da vevañ gant e familh. Da ofiser-porzh ez eas neuze, e Dieppe da gentañ, hag e Sant-Malo e 1971. Pa oa e Dieppe e krogas en-dro gant kentelioù « Skol Ober », a-raok ober tri rummad eus kentelioù SADED. E 1972 ez eas da gelenner gant « Skol Ober ». Nebeut amzer goude bezañ en em gavet e Sant-Malo e c'houlennas Ronan Huon digantañ ober war-dro sekretouriezh « Al Liamm ». Ar pezh a reas e-pad pemzek vloaz, o kenlabourat gant Pêr ar Bihan, teñzorer ar gazetenn, hag a oa o chom e Sant-Malo ivez.

Marvet eo e 1998 ur miz hepken war-lerc'h Andrev Latimier unan eus e vignoned wellañ. Bez' e oa Andrev Latimier unan hag en deus kenlabouret gantañ el Liamm e-pad kalz a vloavezhioù.

Oberennoù

  • Daou levr:
    • Eñvorennoù ur c'hi, ul levr evit ar vugale, embannet gant An Here e 1989.
    • Gant avel ar vuhez, embannet gant Al Liamm-An Here e 2000.
  • Pennadoù war Al Liamm:
    • 1.Gant e anv gwir:
      • An troc'hañ-tali war aodoù Bro-Leon, (niv.126)
      • Skouer pobloù all, (niv.224-225), pajenn 210
    • 2.Gant an anv « Yannig Kerleon » (danevelloù):
      • Prantadig glan ar Sul, (niv.288)
      • Ur bugel hirc'hortozet, (niv.295)
      • Helena, proferez an dour benniget, (niv.310)
      • Tud Moalenez, (niv.310)
      • Un taol tourmant ruz, (niv.319)
      • Dienez, (niv.320)
      • Aloubadeg, (niv.322)
      • Ar morvil, (niv.323)
      • Faro, (niv.323)
      • War an talbenn e Diksmuid e 1915, (niv.330)
  • Ur roll gerioù dastumet e Landeda, embannet war Hor Yezh.*Roll gerioù eus Landeda, Hor Yezh