Impalaeriezh roman ar C'hornôg : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: ro:Imperiul Roman de Apus |
D Robot ouzhpennet: fi:Länsi-Rooman valtakunta kemmet: it:Impero romano d'Occidente |
||
Linenn 26: | Linenn 26: | ||
[[et:Lääne-Rooma keisririik]] |
[[et:Lääne-Rooma keisririik]] |
||
[[eu:Mendebaldeko Erromatar Inperioa]] |
[[eu:Mendebaldeko Erromatar Inperioa]] |
||
[[fi:Länsi-Rooman valtakunta]] |
|||
[[fr:Chronologie de l'Empire romain d'Occident]] |
[[fr:Chronologie de l'Empire romain d'Occident]] |
||
[[gl:Imperio Romano de Occidente]] |
[[gl:Imperio Romano de Occidente]] |
||
Linenn 33: | Linenn 34: | ||
[[id:Kekaisaran Romawi Barat]] |
[[id:Kekaisaran Romawi Barat]] |
||
[[is:Vestrómverska keisaradæmið]] |
[[is:Vestrómverska keisaradæmið]] |
||
[[it:Impero |
[[it:Impero romano d'Occidente]] |
||
[[ja:西ローマ帝国]] |
[[ja:西ローマ帝国]] |
||
[[ko:서로마 제국]] |
[[ko:서로마 제국]] |
Stumm eus an 29 Gen 2009 da 16:15
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
E 285 e tivizas an impalaer Diokletian e oe fiziet lodenn kornôg an impalaeriezh roman da vMaksimian. En em staliañ a reas Diokletian e Nikomedia e proviñs ar Pontos (Turkia hiziv) ha an eil Aogust e Trier (Augusta Treve rorum) nepell diouzh ar Roen, harz an impalaeriezh. E 293, an daouveli pe diarkia (gresianeg : dyarchia) a yeas da vezañ ur pevarbeli pe d/tetrarkia (eus ar gresianeg tetrarchia) pa oe harpet Maksimian gant daou gKezar Konstañz Klor (Constantius Chloros) ha Diokletian gant Galerus. Roet e veze da Diokletian an anv-gwan doareañ Jovius (entitlet gant Yaou) pa veze meneget Maximianus evel Herculius (entitlet gant Herkulius), hemañ hanter-doue izeloc'h eget an doue-tad.
Kendelc'her a reas ar pevarveli gant ar remziadoù a-heul. E 305 e tilezas Diokletian ha Maximianus ar galloud impalaerel ha Koñstanz Klor ha Galer a oe kurunnennet evel Aogustoù. Maksimian Iañ a yeas da gKezar, eiler ar c'hentañ, ha Flavius Valerius Severus da eiler an eil. Miret e oe sistem an ar pavarbeli betek 394 pa chom a reas Lucius Septimus Severus an impalaer nemetañ e-pad 4 miz just a-raok e varv. Ur wech c'hoazh e tivizas ma oe lodennet an impalaeriezh etre daou benn, e vibien, Arkadius evel impalaer evit ar Reter hag Honorius, impalaer evit ar C'hornôg.
Koulskoude n'eo ket bet anavezet an troc'h ez-ofisiel betek kreiz ar c'hantved goude. N'eus kazi an impalaer diwezhañ, Romulus Augustulus (skarzhet kuit e 476) a zo bet anvet impalaer roman ar C'hornôg. Justinianus Iañ, impalaer roman ar Reter a adkemeras lodennoù a-bouez eus ar bet-impalaeriezh aloubet gant ar Vandaled hag ar Goted. Adkemeret e oe Norzhafrika e 533 hag an Italia etre 535 ha 552. Er mare-se e chome al latin yezh ofisiel impalaeriezh ar Reter hag e veze skrivet er yezh-mañ an testennoù lezennel evel ar Codex justinianus, pa ne gomze ar bobl nemet ar gresianeg ha yezhoù reteriat all.