Flandrez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: gv:Yn Flandyryn
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: simple:Flemish Region
Linenn 90: Linenn 90:
[[ro:Flandra]]
[[ro:Flandra]]
[[scn:Fiandri]]
[[scn:Fiandri]]
[[simple:Flemish Region]]
[[sr:Фландрија]]
[[sr:Фландрија]]
[[sv:Flandern]]
[[sv:Flandern]]

Stumm eus an 24 Gen 2009 da 06:13



Flandrez (Vlaanderen e nederlandeg) a ya ouzh he ober hanterenn norzh Belgia, ma vez kaozeet nederlandeg pe stummoù anezhañ anvet alies flandrezeg. Unan eus rannvroioù hag eus kumuniezhioù yezhel Belgia eo (Rannvro Flandrez ha Kumuniezh flamank). Brusel eo ar gêr-benn. Eno emañ sez Parlamant Flandrez, daoust m’eo distag Rannvro Brusel diouzh Rannvro Flandrez ha daoust ma vez komzet galleg gant an darn vrasañ eus an dud eno.

En istor e roer ur ster disheñvelik d’ar ger Flandrez : an anv-se a raed gwechall eus ur gontelezh en em astenne etre ar stêr Escaut ha Mor an Hanternoz.

Gorread ar vro a zo 13 522 km2. Ar relijion pennañ a zo an hini katolik. Kan Broadel Flandrez a zo ar Vlaamse leeuw.

D'ar c'hentañ a viz genver 2008 e oa 6 161 600 a dud o chom e Rannvro Flandrez. War-dro 15% eus annezidi Brusel (1 006 749) a sell outo o-unan evel Flandreziz ivez.



Istor Flandrez

Flandrez a oa rannet e meur a stadoù dalc’her, troc’het gant al lodenn a-us da Vro-C’hall hag al lodenn a-is d’an Impalaeriezh Sant-Roman.
Adalek 1384 e krogo an tiridoù da vezañ reoù ar Vroioù-Izel eus Bourgignon, nemet priñselezh Liej hag a deuio da vezañ an Izel Vroioù Spagnoleg. Warlec’h ur brezel e c'hounez Bro-C’hall ar c’hostez kornôg, e 1678. Ar Vroioù-izel (a oa d'ar Spagnoleg c’hoazh) a vo tapet gant Aostria e 1713, a-raok bezañ adtapet gant ar C’hallaoued e 1792. Tapet o deus ar C'hallaoued priñselezh Liej ivez, met ne badas ket, Aostria a adkemeras an douar-se e 1783. E 1794 e vez adtapet, ur wech ouzhpenn, gant Bro-C’hall hag treviñ a ra anezho e 1795. E 1815 eo kemeret tiriad flandrez gant rouantelezh ar Vroioù-Izel.
Istor ar re Flandrez etre savidigezh Belgia hag an eil brezel bed, a zo o stourm evit kaout ar memes gwirioù eget o geneiled eus Bro-C’hall peogwir e oa un gwall zisparti(en ur stad savet gant hag evit ar c’hallaoued).

Mont en dro politikel

Bez eus e Flandrez un demokratiezh gant ur bodadeg dilennet gant un dilennidigezh hollved, ur parlamant gant ur gambr, ur gouarnamant, ministerioù. An holl ensavadurioù a zo staliet e Bruxelles. Bez eus ur c’hoant gant ul lodenn eus ar belgianed da rannañ Belgia e daou gant Flandrez eus un tu ha Wallonia eus an tu all.

Sevenadur ar Flandrez

Ar yezh ofisiel e Flandrez a zo ar flamanteg.
Flandrez a zo anvet evit e arz, e saverezh evel an arz nevez, e bier (gant muioc’h eget 300 bier disheñvel), e gegin hag e sportourien.


Proviñsoù Flandrez

1 Antwerpen
2 Limbourg
3 Reter-Flandrez (Oost-Vlaanderen)
4 Brabant Flandrez (Vlaams-Brabant)
5 Kornôg-Flandrez (West-Vlaanderen)



Kêrioù bras