Erwan Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6: Linenn 6:
Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset.
Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset.


Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier [[Alan Stivell]] en e droiadoù. E kembre, e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, [[Meic Stevens]].
Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier [[Alan Stivell]] en e droiadoù. E Kembre, e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, [[Meic Stevens]].


Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer e Lannuon etre 1978 ha 1980.
Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer e Lannuon etre 1978 ha 1980.


Embannet eo bet e skridoù ur bloaz goude e varv d'an [[9 a viz Gouere]] [[1984]].
Embannet eo bet darn eus e skridoù ur bloaz goude e varv a c'hoarvezas d'an [[9 a viz Gouere]] [[1984]] pa oa en e bemp bloaz ha tregont ken.


===Skridoù===
===Skridoù===

Stumm eus an 23 Gen 2009 da 14:33

Erwan Kervella

Mab henañ Frañsez Kervella hag Ivet an Dred e oa ha ganet eo d'ar 15 a viz Eost 1949.

Skolaer Diwan. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn Yod-Kerc'h.

Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset.

Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier Alan Stivell en e droiadoù. E Kembre, e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, Meic Stevens.

Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer e Lannuon etre 1978 ha 1980.

Embannet eo bet darn eus e skridoù ur bloaz goude e varv a c'hoarvezas d'an 9 a viz Gouere 1984 pa oa en e bemp bloaz ha tregont ken.

Skridoù

Sinet en deus e oberoù gant an anvioù-mañ : SEITEK Yann ; KERVELLA Erwan Pierre Marie ; GERVELLA Erwan ; Baobab al Lanneier ; Beulke ; Charabañ ; Chasgeu ; Erwan ; Gitlob ; KADEN Y.B. ; Kargedoull ; Mesrine & Schleyer Co ; PEBR AN ARVOR Padraig ; Pilpous ; Piltrot ; PINATA Jo ; Tunodo ; Pouloud ; TUPEDU Job ; Yod Kac'her (Ar) ; Ar Yod Kac'her ; Antekrist (An) ; An Antekrist ; AR YOURC'H Tual ; YOURC'H Tual (AR) ; Tad Youd (An) ; An Tad Youd ; Yann-Bipi a Gerinkin ; Kerinkin Yann-Bipi (a G/) ; A Gerinkin Yann-Bipi ; KERVELLA Erwan ; Kerinkin Yann-Bipi ; Yann Bipi a Gerinkin ; Kerinkin Yann Bipi ; A Gerinkin Yann Bipi ; Kerinkin Yann Bipi (a G/) ; Gerinkin Yann-Bipi (a) ; AL LANNEIER Baobab ; LANNEIER Baobab (AL) ; An Antechrist ; Antechrist (An) ; Y.B. KADEN ; Lagadlemm ; Lostir ; Padraig Pebr an Arvor ; Pinata ; Wikwaek

  • Yud, Erwan Kervella ; Gwendal Denez. Mouladurioù Hor Yezh , 1985. - 118 pajenn.
  • Kala-Mae, kenlabour gant Tudual Huon, embannadurioù Al Lanv, 1984.
  • Muntr er Vro-Vigoudenn, pezh-c'hoari ar strollad Barzhanoff savet diwar un danevell skrivet gant Erwan Kervella.

Skeudennaouer

  • Levr : Nouvelle méthode de breton = hent nevez d'ar brezhoneg, embannadur nevez kresket a-drugarez da boelladennoù Mona Mazhe hag Andrev Ar Braz (evit an eil hag an trede embannadur). Frañsez Kervella Kongar ; Erwan Kervella (Skeudennaouer) ; Yann Bouessel-Dubourg (Rakskrid gant) ; Mona Mazhe ; Andrev ar Braz. Embannadurioù Ouest-France, 1984, 06/1993, 02/1997. 185 pajenn.
  • Levr : Premier vocabulaire breton, savet gant Beatris Jouin ha skeudennet gant Erwan Kervella. Embannadurioù Ouest-France, 1995. 31 bajenn.
  • Levr : Petite grammaire du breton gant Beatris Jouin. Skeudennet gant Erwan Kervella. Embannadurioù Ouest-France, 1994. 31 bajenn.

Barzhoneg

Yud (1973)

Skrivañ 'raen va anv
gant lizherennoù ar soubenn
war vord feilhañs un asied dantet

Mirout 'raen gwerzennoù diheson
en ur c'haier-skol glas
breset ha prizius

Pegañ 'raen war mogerioù va c'hambr
skeudennoù divlaz ha koll-o-liv
broioù kevrinus

Tresañ 'raen en traezh
d'ar skreved da c'hoarzhin
enkrezioù disouezhet

Engravañ 'raen er c'hoad tener
gant ur gontell laeret
karantezioù dispi

Livañ 'raen war dremmwelioù louet
ar baradoz arnevez
trelat va dic'hoanag

Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on skuizh
Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on da greviñ

Liamm

[1] Ur ganaouenn savet gant Mike Stevens en eñvor Erwan Kervella ha kanet gant Meinir Gwilym.