Erwan Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14: Linenn 14:
===Skridoù===
===Skridoù===
*''Yud'',
*''Yud'',
*''Kala-Mae'', kenlabour gant Tudual Huon.
*''Kala-Mae'', kenlabour gant [[Tudual Huon]], embannadurioù [[Al Lanv]], 1984.
*''Muntr er Vro-Vigoudenn'', pezh-c'hoari ar strollad [[Barzhanoff]] savet diwar un danevell skrivet gant Erwan Kervella.
*''Muntr er Vro-Vigoudenn'', pezh-c'hoari ar strollad [[Barzhanoff]] savet diwar un danevell skrivet gant Erwan Kervella.



Stumm eus an 23 Gen 2009 da 13:05

Erwan Kervella

Mab henañ Frañsez Kervella hag Ivet an Dred e oa ha ganet eo e 1949.

Skolaer Diwan. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn Yod-Kerc'h.

Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset.

Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier Alan Stivell en e droiadoù. E kembre, e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, Meic Stevens.

Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer e Lannuon etre 1978 ha 1980.

Embannet eo bet e skridoù ur bloaz goude e e varv e 1984.

Skridoù

  • Yud,
  • Kala-Mae, kenlabour gant Tudual Huon, embannadurioù Al Lanv, 1984.
  • Muntr er Vro-Vigoudenn, pezh-c'hoari ar strollad Barzhanoff savet diwar un danevell skrivet gant Erwan Kervella.

Barzhoneg

Yud (1973)

Skrivañ 'raen va anv
gant lizherennoù ar soubenn
war vord feilhañs un asied dantet

Mirout 'raen gwerzennoù diheson
en ur c'haier-skol glas
breset ha prizius

Pegañ 'raen war mogerioù va c'hambr
skeudennoù divlaz ha koll-o-liv
broioù kevrinus

Tresañ 'raen en traezh
d'ar skreved da c'hoarzhin
enkrezioù disouezhet

Engravañ 'raen er c'hoad tener
gant ur gontell laeret
karantezioù dispi

Livañ 'raen war dremmwelioù louet
ar baradoz arnevez
trelat va dic'hoanag

Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on skuizh
Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on da greviñ

Liamm

[1] Ur ganaouenn savet gant Mike Stevens en eñvor Erwan Kervella ha kanet gant Meinir Gwilym.