Lusifer : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ar, bg, ca, cs, da, de, en, es, et, fi, he, hu, id, it, ja, ko, la, lt, lv, nl, no, pl, pt, ro, ru, simple, sk, sl, sv, th, tl, zh
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: it:Lucifero
Linenn 38: Linenn 38:
[[hu:Lucifer]]
[[hu:Lucifer]]
[[id:Lucifer]]
[[id:Lucifer]]
[[it:Lucifero (teologia)]]
[[it:Lucifero]]
[[ja:ルシファー]]
[[ja:ルシファー]]
[[ko:루치펠]]
[[ko:루치펠]]

Stumm eus an 20 Gen 2009 da 08:20

Gwall bell emañ Lusifer Romaned an Henamzer diouzh Lusifer ar Gristenien.

Doue roman

Lusifer a oa un doue roman, mab da Aurora (Eos gant tud Hellaz), doueez tarzh an deiz. Par ha kar eo d'an doue Fosforos e relijion Hellaz, a zo tad da Keiks ha da z-Daedalion.

An anv

Talvezout a ra kement hag "an hini a zoug ar goulou". Anvioù all zo dezhañ, a vez graet eus Steredenn ar Beure, ar Werelaouen e brezhoneg:

Bez eo ivez al lesanv a vez graet eus doueed all ar Sklerijenn.

Lusifer ar gristenien

Lusifer a vez gwelet, abaoe ar Grennamzer, evel un « ael kouezhet », hañval-bev ouzh Satanas, un drougael, enebour Doue. Kement-se a deu eus levezon al lennegezh kristen. Hervez ar mojennoù kristen e oa un arc’hael en neñvoù (darn a lavar ur cherubin, pe ur serafin) hag a oa savet lorc’h ennañ ha c’hoant da enebiñ ouzh doue e grouer. Taolet e voe e-maez ar baradoz gant arme e feizidi, hag abaoe emaint o redek ar bed-mañ.

Orin an eil Lusifer

Dont a ra an anv eus ar Vulgat, skrid latin ar Bibl aozet gant sant Hieronimos.