Kneset : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|right|350px|Savadur ar C'hnesset e Jeruzalem '''Knesset''' (כנסת, e hebraeg, hag a dalvez bodadeg) eo anv parlamant [[Isr...
 
Linenn 26: Linenn 26:
|29
|29
|-
|-
|align=left|'''[[Mifleget HaAvoda HaYisraelit)]]-[[Meimad]]'''
|align=left|'''[[Mifleget HaAvoda HaYisraelit]]-[[Meimad]]'''
|19
|19
|-
|-

Stumm eus an 13 Gen 2009 da 19:15

Savadur ar C'hnesset e Jeruzalem

Knesset (כנסת, e hebraeg, hag a dalvez bodadeg) eo anv parlamant Israel. E Givat Ram, ur c'harter eus Jeruzalem emañ, ha parlamant nemetañ ar vro eo. Gant James A. de Rotschild eo bet paeet, ha roet evel prof da Israel.

Istor

Bodet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 14 a viz C'hwevrer 1949, goude dilennadegoù an 20 a viz Genver 1949, hag e kemeras plas Asefat ha-nivharim, hag a oa anv ar vodadeg vroadel yuzev da vare ren ar Vreizhveuriz e Palestinia.

Perzhioù

Ar galloud lezenniñ a zo gant ar C'hnesset, hag ivez ar galloud evezhiañ ar galloud seveniñ. Er C'hnesset e vez :

  • votet lezennoù,
  • votet ar budged,
  • evezhiaet ar gouarnamant,
  • dilennet prezidant ar stad hag ar reolier,
  • tamall ar gouarnamant

Doare dilenn ar gannaded

Er C'hnesset ez eus 120 kannad, ha dilennet e vezont evit un dileuriadur pevar bloaz-pad. Divodet e c'hall ar C'hnesset bezañ gant ar prezidant, diwar c'houlenn ar c'hentañ ministr. Kenfeurel eo an doare ma vez votet, ha dre bastell-vro e vez graet, ha setu perak e c'hall strolaldoù politikel' zo kinnig betek 120 den war ul listenn. Evit ma vo dilennet un den e rank e strollad politikel bezañ tizhet un dregantad bennak : betek 2003 e oa 1,5%, ha kemmet eo bet e 2006 : 2% eo an dregantad da dizhout hiziv an deiz. Bewech ma vez bodet dilennidi er C'hnesset e vez roet un iverenn d'ar breudoù-se. Er mare-mañ emeur gant ar 17vet Knesset.


Dilennadegoù kannaded Israel e miz Ebrel 2006 (lizherennoù tev : ar strolladoù politikel a zo er gouarnamant)

Strollad politikel Niver a zileuridi
Kadima 29
Mifleget HaAvoda HaYisraelit-Meimad 19
Likoud 12
Shas 12
Israel Beiteinu 11
HaIhud HaLeumi-Miflaga Datit Leumit 9
Gil (Tud war o leve) 7
Yahadut Hatorah 6
Meretz-Yachad 5
Listenn Arabek Unvan-Ta'al 4
Hadash 3
Balad 3
Hollad (voterien : 63,2%) 120