Alan Turing : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: sw:Alan Turing
D Robot kemmet: uk:Алан Тюрінг
Linenn 98: Linenn 98:
[[th:แอลัน ทัวริง]]
[[th:แอลัน ทัวริง]]
[[tr:Alan Turing]]
[[tr:Alan Turing]]
[[uk:Тюрінг Алан Матісон]]
[[uk:Алан Тюрінг]]
[[vi:Alan Turing]]
[[vi:Alan Turing]]
[[vo:Alan Turing]]
[[vo:Alan Turing]]

Stumm eus an 13 Gen 2009 da 10:13

Alan Mathison Turing (bet gante d'an 23 viz Mezheven 1912 hag aet da anaon d'ar 27 a viz Mezheven, 1954 e Londrez) a oa anezhañ ur matematikour saoz bet lezanvet tad an urzhiataerezh.

E-touez an dud kentañ e oa bet o labourat gant urzhiataerezed niverel ha pouezus-kenañ e oa bet al labour kaset da-benn gantañ war an dachenn-se diazezet war damkanoù jedoniel.

Gantañ e oa bet ijinet amprouenn Turing hag a oa bet pouezus-tre evit kas war-raok ar preder diwar-benn an naouegezh arzek hag ivez ardivink Turning e 1936. E gwirionez, daoust d'e anv, n'eo ket an "ardivik"-se ur mekanik fetis met kentoc'h un doare eeun-tre met galloudus-kenañ war an dro hag a dalvez da dielfennañ ha da c'hoût hag-eñ ur frazenn a zo gwir pe gaou dre implijout ardivinkoù diazezet war ar jedoniezh nemetken. Diwar an "ardivik"-se e oa bet diazezet an algoritmenn.

Da geñver an eil brezel bed e laboure evit gouarnamant Breizh-Veur evel dielfennour kodoù hag implijout a rae d'ar mare-se urzhiataerezed evit dont a-benn da gompren testennoù an Alamanted bet skrivet gant kodoù disheñvel-tre da diskoulmañ gant an doareoù boas bet implijet betek-hen.

Un den gae e oa Alan Turing hag e 1952 e oa bet dizoloet o kaout darempredoù reizhel gant ur paotr all ha dre ma oa d'ar mare-se c'hoazh un torfed an heñvelrevelezh e Bro-Saoz e oa bet barnet ha rediet da dibab etre mont d'an toull-bac'h pe bezañ spazhet ez-kimiek, da lâret eo implijout hormonoù ar maouezed, da skwer an estrojen evit izelaat live e lusk reizhel. Evit chom hep mont d'an toull e oa bet spazhet met abalamour d'an hormonoù ne deue ket a-benn ken da zihodiñ e kregiñ a rae e divvronn da vrasaat betek re. Goude daou vloaz o c'houzañv efedoù ar spazhadur kimiek e'n em lazhas Turing gant sianur e 1954.


Gwelet ivez


Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.

Patrom:Liamm PuB