Ivetig an Dred-Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:Hermine94.jpg|thumb|right|400 px|[[Gouel an Erminig]] e 1994, pa voe loreet an itron Ivetig an Dred-Kervella, [[Pêr Lemoine]], [[Yvonig Gicquel]] †, [[Alan Stivell]]]]
{{LabourAChom}}
'''Ivetig an Dred''' a zo ur skrivagnerez vrezhonek ganet e parrez [[Langoad]], [[Treger]], er bloaz [[1922]]. Pried hag intañvez [[Frañsez Kervella]] eo, Ivetig an Dred, Yvette Le Dret en ti-kêr, a zo hec'h anv plac'h yaouank.
'''Ivetig an Dred''' a zo ur skrivagnerez vrezhonek ganet e parrez [[Langoad]], [[Treger]], er bloaz [[1922]]. Pried hag intañvez [[Frañsez Kervella]] eo, Ivetig an Dred, Yvette Le Dret en ti-kêr, a zo hec'h anv plac'h yaouank.



Stumm eus an 7 Gen 2009 da 08:29

Restr:Hermine94.jpg
Gouel an Erminig e 1994, pa voe loreet an itron Ivetig an Dred-Kervella, Pêr Lemoine, Yvonig Gicquel †, Alan Stivell

Ivetig an Dred a zo ur skrivagnerez vrezhonek ganet e parrez Langoad, Treger, er bloaz 1922. Pried hag intañvez Frañsez Kervella eo, Ivetig an Dred, Yvette Le Dret en ti-kêr, a zo hec'h anv plac'h yaouank.

Buhez

Tapet he deus diplom war ar studioù keltiek e Skol-Veur Roazhon-2 ha war ar vicher kelennerez ha difazierez war ar brezhoneg e Skol Ober, ur skol da zeskiñ brezhoneg emañ Ivetig an Dred enni abaoe 1972 o tifaziañ. Bet he deus bet betek 30 skoliad war un dro, ul labour hirbadus a-youl-vat. N'he doa ket bet soñjet skrivañ drezi hec'h-unan, met dre ma oa brezhonegerez a-vihanik e oa bet goulennnet ganti mont d'ober kaozeadennoù e Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien, KEAV, ur c'hamp a vez anezhañ c'hoazh bep bloaz hag a zegemer bep hañv studierien war ar brezhoneg c'hoant ganto en em soubañ er yezh. Da vare he yaouankiz, e oa an tier-embann Barr-Heol hag Al Liamm o klask lakaat merc'hed da skrivañ. Setu m'he deus lakaet he c'haozeadennoù dre skrid. Skignet int bet ivez war Radio Kimerc'h, renet gant Charlez Ar Gall.

Familh

Desket ganti brezhoneg er gêr gant he zud, ez eo Ivetig an Dred merc'h henañ ur familh a seizh bugel. Marc'hadour krec'hen a oa he zad. E 1947, e timezas gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour brudet ar brezhoneg, anvet ivez dre an anv-pluenn Kenan Kongar. Asambles o deus strivet da gas war-raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, Riwanon, hag a ra war-dro Skol Ober ha bet roet dezhi Kolier an Erminig e 1999, Divi, a ra war-dro an embann brezhonek evit mouladurioù Hor Yezh, un eil merc'h, Anna hag a ra war-dro abadennoù brezhonek war Frañs3 hag Erwan, he mab henañ, treser fentus ha barzh, bet ivez unan eus skolaerien gentañ Diwan, marvet e 1984 da bemp bloaz ha tregont.

Sonjoù

Hervez testeni Daniel Giraudon, ez eus eus Ivetig an Dred ur vaouez eürus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar he soñj, hag a vez prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a zeu da welout anezhi evit he gouiziegezh.

Oberennoù

Ul levr :

  • War ar gegin ha war an daol, levr keginañ aozet gant Ivetig an Dred, embannet e ti Barr-Heol e 1975.
  • Pennadoù bet embannet gant Ivetig an Dred met gant an anv-pluenn Soaz an Tieg, e ti embann Al Liamm :
    • Gozed hag gozetaerien, niverenn 222-1984
    • Ar varzhoneg « Hañvig gouel Mikael e Tintagel, niverenn 240
    • Micher : difazierez, niverenn 284-285, diwar-benn he labour e Skol Ober
    • Deomp 'ta d'ober tro al liorzh, niverenn 281
    • Ur Yaouvezh e ti an avel lour, niverenn n.308-9- 1965-1998
    • Koñstañsa ar Merer hag ograoù Lanvaeleg, niverenn 310- 1998
    • Gant hec'h anv gwir, Ivetig an Dred, he deus savet ur pennad en enor d'ur vignonez aet d'an anaon Itron Galbrun-Iona 1904-1985, niverenn 233