Ivetig an Dred-Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
yezh
Linenn 1: Linenn 1:
{{LabourAChom}}
{{LabourAChom}}
Ivetig an Dred a zo ur skrivagnerez brezhonek ganet e parrez Langoat er bloaz 1922. Pried hag intañvez Frañsez Kervella, Ivetig an Dred a zo anv plac'h yaouank an itron Kervella.
'''Ivetig an Dred''' a zo ur skrivagnerez brezhonek ganet e parrez [[Langoad]] er bloaz 1922. Pried hag intañvez [[Frañsez Kervella]], Ivetig an Dred a zo anv plac'h yaouank an itron Kervella.


Buhez
Buhez
Linenn 13: Linenn 13:


===Sonjoù===
===Sonjoù===
Hervez testeni Daniel Giraudon, Ivetig an Dred a zo ur vaouez eurus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar e soñj, ha prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a deu da well anezhi evit he gouiziegezh.
Hervez testeni Daniel Giraudon, Ivetig an Dred a zo ur vaouez eurus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar he soñj, ha prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a deu da welout anezhi evit he gouiziegezh.


===Oberennoù===
===Oberennoù===
Linenn 25: Linenn 25:
**▪ « Ur Yaouvezh e ti an avel lour » (n.308-9- 1965-1998)
**▪ « Ur Yaouvezh e ti an avel lour » (n.308-9- 1965-1998)
**▪ « Koñtañsa ar merer hag ograoù Lanvaeleg »(n.310- 1998)
**▪ « Koñtañsa ar merer hag ograoù Lanvaeleg »(n.310- 1998)
**▪ Gant e anv gwir, Ivetig an Dred, he deus savet ur pennad e enor d'ur vignonez aet d'an anaon « Itron Galbrun-Iona »( 1940-1985-n.233)
**▪ Gant e anv gwir, Ivetig an Dred, he deus savet ur pennad en enor d'ur vignonez aet d'an anaon « Itron Galbrun-Iona »( 1940-1985-n.233)

Stumm eus an 7 Gen 2009 da 02:14

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ivetig an Dred a zo ur skrivagnerez brezhonek ganet e parrez Langoad er bloaz 1922. Pried hag intañvez Frañsez Kervella, Ivetig an Dred a zo anv plac'h yaouank an itron Kervella.

Buhez

Tapet he deus diplom ar studioù keltiek e skol veur Roazhon -2 ha war ar vicher kelennerez ha difazierez war ar vrezhoneg e SKOL OBER, ur skol da zeskiñ brezhoneg emañ Ivetig an Dred abaoe 1972. N'eo ket hi a oa bet en soñj da skrivañ met dre ma oa brezhonegerez a-vihanik e oa bet goulennnet dezhi ober kaozeadennoù e Kamp ar vrezhonegerien ( ur c'hamp a vez diontañ c'hoazh o digemer bep hañv studierien war ar brezhoneg c'hoant ganto en em soubañ er yezh ). Da vare e yaouankiz e oa an tier embann BARR-HEOL hag AL LIAMM o klask lakaat merc'hed da skrivañ . Setu ma e deus AL LIAMM lakaet e c'haozeadennoù dre skrid ha skignet ivez war rradio Kimerc'h, renet gant Charlez Ar Gall.

Familh

Desket ganti ar brezhoneg gant e familh, Ivetig an Dred a zo merc'h henañ ur familh a seizh bugel . Marc'hadour krec'hen a oa e zad.

E 1947, e dimez gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour war ar brezhoneg, anvet ivez gant an anv-pluenn : Kenan Kongar. Asambles emaint o vont da gas war raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, Riwanon, oc'h ober war dro SKOL OBER ha bet roet dezhi Kolier an Erminig e 1999, Divi oc'h ober war dro an embann brezhoneg evit mouladurioù  HOR YEZH , he eil merc'h war-dro abadennoù brezhoneg war FR 3 hag Erwan, he mab henañ, treser fentus ha barzh hag a zo marvet e 1984 da bemp bloaz ha tregont. 

Sonjoù

Hervez testeni Daniel Giraudon, Ivetig an Dred a zo ur vaouez eurus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar he soñj, ha prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a deu da welout anezhi evit he gouiziegezh.

Oberennoù

Ul levr :

  • War ar gegin ha war an daol, levr keginañ aozet gant Ivetig an Dred, embannet e ti BARR-HEOL e 1975.
  • Pennadoù bet embannet gant Ivetig an Dred met gant an anv-pluenn Soaz an Tieg, e ti embann Al Liamm :
    • ▪ « Gozed hag gaozeterien » (n.222-1984)
    • ▪Ar varzhoneg « Hañvig gouel Mikel e Tintagel » -n.240)
    • ▪ « Micher : difazierez » (n.284-285 diwar-benn he labour evit kentelioù SKOL OBER)
    • ▪ « Deomp 'ta d'ober tro al liorzh » (n.281)
    • ▪ « Ur Yaouvezh e ti an avel lour » (n.308-9- 1965-1998)
    • ▪ « Koñtañsa ar merer hag ograoù Lanvaeleg »(n.310- 1998)
    • ▪ Gant e anv gwir, Ivetig an Dred, he deus savet ur pennad en enor d'ur vignonez aet d'an anaon « Itron Galbrun-Iona »( 1940-1985-n.233)