Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 40: Linenn 40:


==Liammoù diavaez==
==Liammoù diavaez==
* [http://www4.culture.fr/patrimoines/patrimoine_architectural_et_mobilier/sribzh/main.xsp?execute=show_document&id=PALISSYIM22004053&q=sdx_q1&n=2 luc'hskeudennoù Jules Gros hag e di e Tredraezh-Lokemo ], gwall nebeud a vrezhoneg e-barzh.
* [http://patrimoine.region-bretagne.fr/sdx/sribzh/main.xsp?&execute=show_document&id=PALISSYIM22004053], luc'hskeudennoù Jules Gros hag e di e Tredraezh-Lokemo, gwall nebeud a vrezhoneg e-barzh.





Stumm eus an 3 Gen 2009 da 08:16

Jules Gros zo ur yezhoniour breizhat, ganet e 1890 e Pariz, ha marvet e Tredraezh-Lokemo e Treger e 1992.

E vuhez

Pa oa Jules Gros bihan-bihanik, e voe savet gant e vamm-gozh Michela an Alan e Tredraezh-Lokemo. Desket en devoa Jules Gros brezhoneg gant e vamm-gozh hag en ur selaou kanaouennoù pe werzioù ganti. Dastumet en deus en-dro da 80 000 bomm-lavar e Tredraezh gant e vamm-gozh ha gant annezidi all eus ar vro. Kroget e oa d'ober se e penn kentañ an 20vet kantved. Pevar levr en deus skrivet war yezhadur ar brezhoneg hag goude se ez eus bet savet ur geriadur diwar al levrioù kentañ.

Mamm Jules Gros a oa deuet en-dro eus Pariz evit en em staliañ e Plistin pa oa seizh vloaz hemañ. Labouret he deus en ostaleri "Bellevue" evel kannerez dilhad ha keginerez.

Da drizek vloaz ez eo kroget Jules Gros gant e studioù ha kaset da Bariz.Desket en deus trizek yezh e-pad e vuhez : Ar brezhoneg, ar galleg, ar saozneg, ar spagnoleg, ar c'hembraeg, an iwerzhoneg, an alamaneg, ar poloneg, ar ruseg, an arabeg, an italianeg, ar gresianeg nevez hag an esperanto.

Kemeret en doa perzh er Brezel-bed kentañ.

Da c'houde, e chomas e Pariz evit labourat e-barzh un embregerezh livaj. Deuet eo en-dro da Dredraezh war e leve-kozhni.

Marvet eo Jules Marsel Gros e 1992 en ospital Lannuon d'an oad a dri bloaz ha kant. Douaret eo bet e-kichen e wreg, Eugénie Bazil, e bered Tredraezh, nepell diouzh e vamm-gozh Michela an Alan.

Ger-stur

E c'her-stur a zo bet : "An hini n'eus youl ebet n'eo ket met un torch-listri".

E oberenn

Levrioù embannet war-lerc'h e varv :

  • Le Trésor du Breton parlé, levrenn 4 : Le Trésor du breton parlé. Skol-Vreizh - Impram.
  • Le Trésor du Breton parlé, 2 levrenn : Dictionnaire français-breton des expressions figurées. Emgleo Breiz - Brud Nevez

Ouzhpenn

  • Yann Glevareg, niv 176, YEZH, diwar-benn le Trésor du Breton parlé, Al Liamm 1976,.
  • Daniel Giraudon : Michela an Alan (1833-1921), pennad-kaoz gant Jules Gros diwar-benn e vamm-gozh hag ar c'hanaouennoù bet desket ganti ; e Planedenn, niverenn 15, nevez-amzer, 1983, 48p.
  • Daniel Giraudon : Jules Gros, yezhoniour tregeriat kantvloaziad, skridbuhez aozer le Trésor du breton parlé ; e Ar Men, n°39, 1991, pp. 26-37.
  • Daniel Giraudon, Kenavo Jules Gros e Ar Men N°49, p. 64. 1993
  • Francis Favereau : Aet Jules Gros da dri bloaz ha kant, Al Liamm niv.276 p. 55-62

Un den all

Ur Jules Gros all a savas Republik Counani e Gwiana c'hall.

Liammoù diavaez

  • [1], luc'hskeudennoù Jules Gros hag e di e Tredraezh-Lokemo, gwall nebeud a vrezhoneg e-barzh.