Job Jaffre : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 12: | Linenn 12: | ||
===Goude ar Brezel=== |
===Goude ar Brezel=== |
||
E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 miz ha leusket da vont da Nedeleg 1945 rak ne oa netra da damall dezhañ. Dont a raio da vezañ kazetenner adarre e 1955 el "[[Liberté du Morbihan]]" ha lakaet da aozañ pennadoù evit bro an Alre. Eno e chomas kazetenner betek 1973. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg Bro-Wened, gant Diwan, Dastum ha kalz a gevredigezhioù all. Bep gwener e skrive e bennad "Etrezomp e brezhoneg" betek e varv. E 1979, ec'h adkaver Job Jaffre war ul luc'hskeudenn evel skidaozer er gelaouenn "[[Breizh]]". |
E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 miz ha leusket da vont da Nedeleg 1945 rak ne oa netra da damall dezhañ. Dont a raio da vezañ kazetenner adarre e 1955 el "[[La Liberté du Morbihan|Liberté du Morbihan]]" ha lakaet da aozañ pennadoù evit bro an Alre. Eno e chomas kazetenner betek 1973. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg Bro-Wened, gant Diwan, Dastum ha kalz a gevredigezhioù all. Bep gwener e skrive e bennad "Etrezomp e brezhoneg" betek e varv. E 1979, ec'h adkaver Job Jaffre war ul luc'hskeudenn evel skidaozer er gelaouenn "[[Breizh]]". |
||
Mervel a reas Job Jaffre d'an 12 a viz Meurzh 1986. |
Mervel a reas Job Jaffre d'an 12 a viz Meurzh 1986. |
||
Stumm eus an 28 Kzu 2008 da 15:24
Job Jaffre (pe Jaffré, e galleg), pe Mabedad hervez e anv-pluenn, a zo ur c'hazetenner breizhat hag ur skrivagner brezhonek en deus skrivet e-barzh La Liberté du Morbihan.
Ganet eo Job Jaffre d'ar 6 a viz Mae 1906 en un tiegezh labourerien douar, en ur gêriadenn anvet Manepil, e kumun Berne. Bet eo er skol e Karnasen a-raok bezañ bet kaset da Redon da skol Sant-Salver gant person ar barrez. Eno e lennas ul levr nevez embanet anvet " Ar en Deulin" gant Y-B Kalloc'h. Al levr-se a oa un dizoloadenn evitañ.
E yaouankiz
Da 16 vloaz e krogas da genlabourat gant Loeiz Herrieu er gelaouenn Dihunamb. Dianavezet e oa e anv pluenn d'ar mare-se gant an dud.
Dont a reas da vezañ skolaer e skol Kernaskledenn a-raok mont da labourat er gazetenn pemdeziek "Le Nouveliste du Morbihan", rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.
E-pad an Eil Brezel Bed
Ezel eo bet eus Strollad Broadel Breizh. E miz Kerzu 1940 ez a kuit eus ar gazetenn "Le Nouveliste du Morbihan", rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn "L'Heure Bretonne". Rebechet e vez dezhañ un nebeud frazennoù vil en dije bet skrivet eno evel : "A la porte les juifs & des enjuvés", eo ar pez a skriv Job Jaffre, hag eñ rener "L'Heure Bretonne" an devezh goude skrapadeg ar "Vel' d'hiv". Goude-se, e teu da vezañ kelaouenner e kazetenn "La Liberté du Morbihan" met unan hag a zifenn sevenadur Breizh.
Goude ar Brezel
E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 miz ha leusket da vont da Nedeleg 1945 rak ne oa netra da damall dezhañ. Dont a raio da vezañ kazetenner adarre e 1955 el "Liberté du Morbihan" ha lakaet da aozañ pennadoù evit bro an Alre. Eno e chomas kazetenner betek 1973. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg Bro-Wened, gant Diwan, Dastum ha kalz a gevredigezhioù all. Bep gwener e skrive e bennad "Etrezomp e brezhoneg" betek e varv. E 1979, ec'h adkaver Job Jaffre war ul luc'hskeudenn evel skidaozer er gelaouenn "Breizh". Mervel a reas Job Jaffre d'an 12 a viz Meurzh 1986.
Dre-vras, memes tra, daoust d'un nebeud skridoù direnkus e-kerzh ar brezel, e chomo en eñvor an dud ez eo bet Job Jaffre ur Breizhad feal, fentigeller ha kelaouenner ampart.
Oberennoù
E brezhoneg
- Yann ar Baluc'henn. Kempennet gant Daniel Doujet. Dastum 1986
- Etrezomp e brezhoneg 1980-1981. Dastumad pennadoù tennet eus La Liberté du Morbihan. 2008. Kempennet gant Daniel Doujet. Ul levrad all zo war ar stern.
- Pennadoù e Dihunamb war-dro 1922
- Petrol e Bro-Gwened 35/1940/3<=>Pardon chapel ar c'hoad 141/1943/6 e L'Heure Bretonne.
- C'hoarioù goañv 112/1943/2<=> Skouer an Ao. Kotonneg 135/1943/1-2, e Arvor
- Diaoul Nignol 4-5/1945/14<=> Un deiz e vo, e An Avel
- Loeiz Herrieu en dihuner 26-27/1953/4<=>De hortoz kementrall 45/1958/3 e Bro Guéned
- Aogust Brizeug marv div wezh 40/1953/59<=>Mar dit da jiboes : ur sant n'eo ket ur c'had 46/1954/56, Al Liamm
- Avanked koad Pont Kalleg 75/1954/11<=>Xavier de Langlais : A Roahon de Sarhau 205/1975/30, e Bleuñ Brug
- Morholou miz Meurzh 07.03.1986, La LIberté du Morbihan.
- Er bed endro dem 2/1981/1<=>En tad koh hag en tele 18/1985/8, e An Doéré
E galleg
- Seigneurs et Seigneuries du Kemenet-Heboé , Dalc'homp Soñj, 1986.
- Breizh hor bro (gant skoazell Charlez ar Gall). 1955. Adembannet e 2005. Diwar-benn ar sevenadur e Breizh, Emb. Skol Vreizh. Dindan renerez Polig Monjarret, ez eo bet savet al levrig-mañ gant Charles ar Gall ha Job Jaffre, evit reiñ un tamm deskamant war danvez Breizh da izili ar c'helc'hioù keltiek hag ar bagadoù.
- Secrets et Mystères de nos Kêr, Dalc'homp Soñj.