Nedeleg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 18: Linenn 18:
Hetet e vez un Nedeleg Laouen d'an dud e kalz yezhoù
Hetet e vez un Nedeleg Laouen d'an dud e kalz yezhoù
* [[Alamaneg]] : ''Fröhliche Weihnachten''
* [[Alamaneg]] : ''Fröhliche Weihnachten''
* [[Catalaneg]] : ''Feliç nadal''
* [[Daneg]] : ''Glædelig Jul''
* [[Daneg]] : ''Glædelig Jul''
* [[Esperanteg]] : ''Ĝojan Kristnaskon''
* [[Esperanteg]] : ''Ĝojan Kristnaskon''
Linenn 27: Linenn 26:
* [[Italianeg]] : ''Buon Natale''
* [[Italianeg]] : ''Buon Natale''
* [[Izelvroeg]] : ''Vrolijk Kerstfeest''
* [[Izelvroeg]] : ''Vrolijk Kerstfeest''
* [[Katalaneg]] : ''Feliç nadal''
* [[Kerneveureg]] : ''Nedelek lowen''
* [[Kerneveureg]] : ''Nedelek lowen''
* [[Norvegeg]] : ''Gledelig Jul''
* [[Norvegeg]] : ''Gledelig Jul''

Stumm eus an 24 Kzu 2008 da 19:07

Nedeleg a zo ur gouel kristen, gouel ganedigezh Jezuz, mab Doue hervez ar gristenion. "Gouel Ginivelezh Hor Salver" eo an anv dik el liderezh kristen.

Istor

Hiziv

Hiziv an deiz e vez lidet gouel Nedeleg gant nann-kristenion ivez. Dizoueidi, yuzevion, muzulmidi, hogos an holl familhoù a laka ur wezennig sapr kinklet en o sal-vras da geñver dibenn ar bloaz.

D'ar 25 a viz Kerzu an hini eo e vez lidet Nedeleg peurvuian (Nozveilh ar Pellgent a c'hoarvez eta etre ar 24 hag ar 25), nemet evit darn eus an ilizoù reizhkredennek, a zalc'h d'ar 7 a viz Genver (e Rusia, Polonia, Tchekia, Serbia, Bulgaria, Jorjia), ha d’ar 6 a viz Genver emañ evit Iliz Armenia.

An deiziad a zo bet termenet gant an iliz katolik da glotañ gant Gouel Yann ar Badezour, d'ar 24 a viz Mezheven, c'hwec'h miz a-raok, lesanvet "an Diaraoger", dre m'en doa disklêriet "Me eo ar vouezh a gri en dezerzh : kempennit an hent d'an Aotrou".

Gouel ar familh eo evit kalz a dud, gouel ar vugale dreist-holl, a c'hortoz gant mall profoù ar " Mabig Jezuz " evit ar gristenion, pe "Tad-kozh Nedeleg" (pe an Tad Nedeleg) bet degaset gantañ "dre ar siminal", e-harz ar wezenn-sapr, dirak botoù pep hini.

Giz ar profoù da-geñver Nedeleg en deus lakaet ar gouel-se da vezañ ur mare a-bouez evit ar c'henwerzh, ha kavet e vez abeg en emdroadur-se a zo natur koulskoude en armerzh a hiziv, diazezet war ar beveziñ.

Nedeleg Laouen

Hetet e vez un Nedeleg Laouen d'an dud e kalz yezhoù