Ellig : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5: Linenn 5:


==Kalc'h ar merc'hed==
==Kalc'h ar merc'hed==
Heñvel eo ellig ar [[merc'h]]ed ouzh [[kalc'h]] ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur [[mezenn|vezenn]], ur [[pod-mezenn]], un [[nervenn]] liammet ouzh an [[empenn]].
Heñvel eo ellig ar [[merc'h]]ed ouzh [[kalc'h]] ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur [[mezenn|vezenn]], ur [[pod-mezenn]], un [[nervenn]] liammet ouzh an [[empenn]]. 8 pe 10 cm hed zo dehañ, ha 3 pe 6 cm a ledander. Ne denn ket d'ur bizenn, met d'ur berenn.


Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez eveltañ.
Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez evel hini ar baotred.


==Benveg ar blijadur==
==Benveg ar blijadur==

Stumm eus an 19 Kzu 2008 da 21:17

Ellig ur plac'h

Unan eus ar rannoù a ya d'ober ar c'hourzh eo an ellig. Emañ etre ar muzelloù bras hag a-us d'ar muzelloù bihan .

Kalc'h ar merc'hed

Heñvel eo ellig ar merc'hed ouzh kalc'h ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur vezenn, ur pod-mezenn, un nervenn liammet ouzh an empenn. 8 pe 10 cm hed zo dehañ, ha 3 pe 6 cm a ledander. Ne denn ket d'ur bizenn, met d'ur berenn.

Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez evel hini ar baotred.

Benveg ar blijadur

Eus e flourañ e teu ar brasañ plijadur d'ar merc'hed. Se zo kaoz e vez troc'het digant ar merc'hed e pobloù zo, ma klasker mirout ouzh ar merc'hed da gaout plijadur gant o c'horf.

Hormon ar blijadur

Pa vez flouret an ellig e vez krouet gantañ okitokin, hormon ar blijadur, a c'hallje, hervez oberourien zo, displegañ ez a koshoc'h ar merc'hed eget ar baotred: "yaouankaat" a rafe ar merc'hed dre ma vez graet vad dezhañ .





Restr:20030520015715!Clitoris.jpg
Ar muzelloù digor hag an ellig



Kourzh ur vaouez. Gwelout a reer an ellig hag ar c'habellig (anvet Clitoral Hood war ar skeudenn) a vez ouzh e c'holeiñ.

Restr:VulvaDiagram-800.jpg

Anavet

Gant Hippokrates e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien  » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had  » gant ar merc'hed, hag e oa o glizh, hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet. Er Grennamzer , hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an Iliz ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz.

Er skridoù medisinerezh ec'h anavezer an ellig abaoe ar XVI-vet kantved. Er bloavezh 1559 e voe embannet gant Realdo Colombo (pe Matteo Renaldo Colombo), kelenner surjianerezh eSkol-veur Padova, al levr De re anatomica ma teskrive ennañ lec'h plijadur ar vaouez. Gabriele Falloppio, a gemeras lec'h Realdo Colombo, en deus lavaret ivez bezañ dizoloer kentañ an ellig.


Re vras, re vihan

Ellig re vras

Lavaret e vez e vez re vras elligoù merc'hed zo a-wechoù. Met ral eo memes tra.


Dielligañ

Troc'hañ an ellig a vez graet e kornioù eus ar bed, e broioù zo eus Afrika dreist-holl, met en Europa ivez gant enbroidi zo. Kondaonet eo an ober-se en anv Gwirioù Mab-Den.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Levrlennadurezh

  • Le clitoris, ce cher inconnu, film savet gant Michèle Dominici, Variety Moszinski ha Stephen Firmin

[2] [3]

  • Un petit bout de bonheur, Rosemonde Pujol, Editions Jean-Claude Gawsewitch, 2007.