XIvet kantved : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: lv:11. gadsimts |
D Robot kemmet: ang:11e ȝēarhundred |
||
Linenn 137: | Linenn 137: | ||
[[als:11. Jahrhundert]] |
[[als:11. Jahrhundert]] |
||
[[an:Sieglo XI]] |
[[an:Sieglo XI]] |
||
[[ang:11e |
[[ang:11e ȝēarhundred]] |
||
[[ar:قرن 11]] |
[[ar:قرن 11]] |
||
[[ast:Sieglu XI]] |
[[ast:Sieglu XI]] |
Stumm eus an 16 Kzu 2008 da 05:16
Bloavezhioù 1000 | Bloavezhioù 1010 | Bloavezhioù 1020 | Bloavezhioù 1030 | Bloavezhioù 1040
Bloavezhioù 1050 | Bloavezhioù 1060 | Bloavezhioù 1070 | Bloavezhioù 1080 | Bloavezhioù 1090
Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman
D'ar 1añ Genver 1001 e krog an XIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1100.
Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ eus Istor Europa.
Darvoudoù
Amerika
- Krouidigezh vojennel an Impaleriezh Inka gant Manco Cápac.
Oseania & Meurvor Habask
- Henvarevezh maori e Zeland-Nevez (betek 1350).
- Deroù savidigezh delwennoù kizellet Enez Pask (betek e-tro 1600). Hañvalout a ra niver annezidi an enez (degouezhet e-tro 400) bezañ aet en tu all da 7000 a dud. War goazhañ ez aio o sevenadur gant digresk produerezh ar boued hag ar c'hoad adal 1600. Stlapet e vo an holl delwennoù d'an douar e dibenn an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved. Niverus eo an delwennoù chomet diechu ha damsanket e mengleuzioù bazalt Rano Raraku, ar pezh a seblant lakaat war wel reuzioù trumm.
Reter Afrika
- Evit doare, deroù savidigezh monumentoù kentañ kêr Zimbabwe. O renkoù o dije graet ur boblad saverien deuet eus ar gwalarn e-touez ar vengleuzerien staliet en trowardroioù abaoe ar Vvet kantved pe war-dro.
- Liammañ a ra lec'hiad Zimbabwe peurvanoù an douaroù izel gant re an uhelgompezennoù ma kav repu an tropelloù da vare koulzad ar glaveier pa gouezh gwalenn ar c'helien tse-tse war an douaroù izel.
- Kerkent hag an XIvet kantved e vije bet treizhet al Limpopo gant meuriadoù bantou zo. Goude-se o dije hedet an aod trema ar su.
- Eus an XIvet betek an XIIIvet kantved e talc'h penn an Aotrounez Dongola, e Nubia, ouzh donedigezh an Islam. Berzh a ra o stourm a-enep da araokadennoù o amezeien vuzulman. Un truaj a baeont da Egipt zo buket he holl nerzhioù a-enep d'ar groazourien e Siria hag e Palestina. Profitañ a ra Nubia gristen evit mirout he dizalc'hiezh.
Kornôg Afrika
- Bog rouantelezh Ghana.
- Sevel a ra ar Vosied Stadoù brientinien a traoñiennoù kreiz hag uhel ar stêr Volta (XIvet ha XIIvet kantved). Tost d'ar rouantelezhioù muzulman, ez eo Yatenga ar rouantelezh nemeti n'eo ket ken fall anavezet a-douez ar rouantelezhioù enevuhezour-mañ.
- Derc'hel penn groñs a ra ar Vosied ouzh araokadennoù an Islam hag ouzh o amezeien galloudusoc'h, armet hag aozet gwelloc'h egeto. Alies emañ ganto an intrudu war an argadiñ
- En em staliañ a ra an Douareged e bro an Air.
- En em ledañ a ra Kanem-Bornu suoc'h war-du Nigeria hiziv an deiz
- Krouet eo ar c'hentañ eus ar seizh Stad-keoded gant an Haousaed e Nigeria.
- Dont a ra biojoù an Hodh e Maouritania da vezañ un dezerzh.
Azia
- 1001 : Mahmoud Ghazni, rener muzulman Ghazni, a grog da gas argadegoù en hanternoz India; padout a raio betek 1027.
- En em gavout a ra e Tibet misionerien voudaat nevez deuet eus India; en o mesk, Âtîśa, genidik eus rouantelezh Pala e Bengal (1042). Heuliadoù a vo gant an "eil diazezadur"-mañ war stad politikel ha relijiel ar vro. En em staliañ a ra ar c'hladdalc'helezh ha teokratelezh Tibet e-pad ar mare-se. E-kichen an noblañs eo kreñvaet lec'h ar manatioù ken war an dachenn relijiel ha war dachenn traoù ar bed. E manatioù zo e chom bev ar gredenn hengounel a embann e vez adenkorfet al lama pe beleg meur ar gumuniezh en ur bugel pe en ur paotr yaouank war-lerc'h ar marv. Hennezh a zeu da vezañ penn nevez ar manati
- En India, treuztiriadoù bras gant ar Romed, moarvat da-heul an aloubadegoù muzulman. Skeiñ a reont war-du ar c'hornôg en ur dreuziñ Iran ha dre Azia vihan hag an Impalaeriezh vuzantat.
- Mont a ra ar roue Anawrahta Myanmar da birc'hirinañ da Sri Lanka, distreiñ a ra da dreiñ e vro eus tu ar feiz boudaat Theravada.
Europa
- E-tro 1001 : e vez diazezet gant ar Vikinged, renet gant Leif Eirikson, diazezadurioù bihan e-barzh ha tro-dro da Vinland e Norzhamerika
- 1054 : ar Skism Meur a vez rannet abalamour dezhañ an Iliz katolik roman er c'hornôg diouzh an Iliz reizhkredennek er reter. En amzerioù kent e oa bet c'hoarvezet skismoù evel-se a oa bet plaenaet da c'houde met hemañ a bad abaoe ouzhpenn 1000 vloaz.
- 1060 : Aloubadeg Norman Sikilia
- 1065 : dizalc'h eo rouantelezh Galiza ha Portugal dindan ren Garcia
- 1066 : marv Edouarzh ar C'hofesour; aloubet eo Bro-Saoz gant an Normaned da-heul Emgann Hastings
- 1086 : savet eo an Domesday Book
- 1094 : preizhañ a ra El Cid, anezhañ an haroz spagnol meur, kêr Valencia digant ar Vaoured
- 1099 : Kroaziadeg Iañ; preizhet eo Jeruzalem
- Deuet ez eus keloù deomp eus meuriadoù Lituania dre gronikennoù alaman, polonat ha rusian. Meneget int en-dro da Niemen ha d'al lec'h ma vo savet kêr Kaunas diwezhatoc'h.
Armerzh & Kevredigezh
- En Italia, e krog Firenziz da ziorren an artizanerezh hag ar greanterezh diazezet war ar gloan. Savet eo danvezioù Firenze, tev-mat ha ruz o liv, gant an Arte della Lana (Gild ar gloan) hag enporzhiet gant Pisa dre-holl Europa ar c'hornôg.
Arz & Sevenadur
- En India e verk savidigezh temploù jaina ar menez Âbû barr ar stil solankî (XIvet-XIIIvet kantved.
- Enlivadurioù boudaat war follennoù palmez savet etre an XIvet hag an XIIvet kantved e Bihâr, Bengal ha Nepal (skol ar reter).
Tud dibar
- Alp Arslan
- Arc'heskob Anno II Köhln
- Sant Anselm, diazezer brudet ar skol gelennadurezh ha krouer an arguzennerezh ontologek
- Avisen (Abu Ali al-Husain Ibn Abdallah) (980-1037), mezeg ha prederour arab, aozer Reolenn ar vezegiezh.
- Sant Brunev, diazezer ar Chartouzed
- Canute
- Hermann Contractus, steredoniour, jedoniour ha manac'h, bet savet gantañ ar Salve Regina
- Robert Guiscard, diazezer tierniezh norman Italia
- Gwilherm an Alouber, (1027 (e-tro) - 9 Gwengolo 1087), dug Normandi) ha roue Bro-Saoz.
- Impalaer Herri III
- Impalaer Herri IV
- Impalaerez Agnes
- Konrad II
- Macbeth
- Pab Sant Gregor VII (Hildebrand)
- Pab Urban II
- Saint Robert, diazezer urzh ar Gisterkiiz
- Steven Iañ Hungaria
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
Roll ijinadennoù an XIvet kantved
- Ijinet ur wikefre vrezel nevez gant Sinaiz : ar fuc'hell
- Kontaden Genji gant Murasaki Shikibu zo unan eus an danevelloù kentañ e japaneg
- Krouet eo ar pik war al lizherenn i.
- E-tro 1098 : kentañ gwerzh gallek anavezet : Kanaouenn Roland