Kamp-diouennañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22: Linenn 22:
==Da vont pelloc’h==
==Da vont pelloc’h==
==Er sinema==
==Er sinema==
Kalzik a filmoù-skinwel zo bet savet diwar-benn ar c’hampoù-diouennañ, kalz nebeutoc’h evit ar sinema :
Kalzik a filmoù-skinwel zo bet savet diwar-benn ar c’hampoù-diouennañ. Brudetoc'h avat eo ar re zo bet savet evit ar salioù-sinema :
* Nuit et brouillard, 1955, film-dihelloù gant Alain Resnais.
* Nuit et brouillard, 1955, film-dihelloù gant Alain Resnais.
* [[Shoah]], gant Claude Lanzmann.
* [[Shoah]], 1985, film-enklask gant Claude Lanzmann.
* La vita è bella (La vie est belle), film savet gant [[Roberto Benigni]] e 1998.
* La vita è bella (La vie est belle), film savet gant [[Roberto Benigni]] e 1998.
* Schindler's List (La Liste de Schindler), gant Steven Spielberg.
* The Pianist (Le Pianiste), 2002, gant Roman Polanski
* Amen (2002), gant Costa-Gavras
* La chute (2005), gant Oliver Hirschbiegel.


==Lennegezh==
==Lennegezh==

Stumm eus an 21 Meu 2006 da 16:49

Ur c’hamp-diouennañ a zo ur c’hamp-bac’h aozet evit lazhañ tud a vernioù (a gantadoù pe a viliadoù). Peurvuiañ e vez graet an anv-se eus ar c’hampoù-diouennañ savet gant an Nazied e-pad an eil brezel bed.

E kampoù-diouennañ an Nazied e veze aozet ha kaset da benn, gant doareoù an industriezh, al lazhadegañ tud a veze kavet diezhomm, Yuzevien anezho dreist-holl, hogen tsiganed hag heñvelrevaded ivez. Evit a sell ar Yuzevien e veze graet «an diskoulm diwezhañ da gudenn ar Yuzevien » eus al lazhadegañ gant an dud e karg dindan an Nazied.

E-kerzh kendiviz Wannsee, e-kichenik Berlin, d’an 20 a viz Genver 1942, eo e voe kemeret an disentez da ziouennañ an dud « diezhomm ».

Klasket e oa bet diouennañ an dud siet a gorf pe a spered (program T4) e-barzh ar Reich a-raok klask kas da benn an diskoulm diwezhañ d’ar gudenn yuzev. D’ar c’houlz-se eo e oa bet graet al lazhoù kentañ gant gaz. Ranket o devoa an Nazied paouez gant an euzh hag an droug a oa savet er vro war-lerc’h ma oa bet brudet an oberoù-se gant an ilizoù protestant.

Kregiñ a ra marevezh al lazhadegañ yuzevien gant aozadur ar c’hampoù-diouennañ. A-raok-se e veze klasket o distruj gant an naonegezh hag ar c’hleñvedoù, ha dre o heskinañ er ghettoioù ma oant bet tolpet dre heg er broioù aloubet er Reter gant an Nazied. E nevez amzer ar bloavezh 1941, ha gant aloubadeg an Unvaniezh Sovietek eo e krogas lazhadeg groñs ar Yuzevien. A-drek linenn an talbenn e veze kaset en-dro gant bagadoù arbennik anvet Einsatzgruppen, a voe lazhet gante etre 700 000 hag 800 000 a dud.

Mont en-dro ar c'hampoù

Krog e oa ar c’hampoù-diouennañ da vont en-dro adalek penn-kentañ ar bloavezh 1942. C’hwec’h e oant neuze, hag an holl anezho savet e Pologn nevez-aloubet : Auschwitz-Birkenau, Treblinka, Majdanek, Sobibor, Belzec, Chelmno.

  • Evit Auschwitz-Birkenau ha Majdanek a oa war un dro kreizennoù lazhañ diouzhtu ha kampoù-labour dre heg.
  • Treblinka, Sobibor, Belzec ha Chelmo ne oant nemet lec’hioù da lazhañ tud kenkent ha degouezhet. E gwirionez ne oant ket kampoù zoken dre ma ne oa netra aozet a-benn reiñ bod d’an dud dezouget a veze lazhet diouzhtu. Un nebeud prizonidi koulskoude, a veze lakaet d’ober war-dro ar c’hamp.

Evit bezañ sur e chomfe sioul ar brizonidi betek ar vunutenn diwezhañ e veze roet dezho da grediñ e oant o vonet da gaout ur strinkad dour en abeg da reolennoù ar yec’hedouriezh.


Da vont pelloc’h

Er sinema

Kalzik a filmoù-skinwel zo bet savet diwar-benn ar c’hampoù-diouennañ. Brudetoc'h avat eo ar re zo bet savet evit ar salioù-sinema :

  • Nuit et brouillard, 1955, film-dihelloù gant Alain Resnais.
  • Shoah, 1985, film-enklask gant Claude Lanzmann.
  • La vita è bella (La vie est belle), film savet gant Roberto Benigni e 1998.
  • Schindler's List (La Liste de Schindler), gant Steven Spielberg.
  • The Pianist (Le Pianiste), 2002, gant Roman Polanski
  • Amen (2002), gant Costa-Gavras
  • La chute (2005), gant Oliver Hirschbiegel.

Lennegezh

Gwelout al levrioù meneget er pennadoù Auschwitz-Birkenau, ha Primo Levi.

Liammoù diabarzh

Roll kampoù-bac’h an nazied