Stefan Zweig : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ar:شتيفان تسفايغ
D Robot ouzhpennet: uk:Стефан Цвейґ
Linenn 95: Linenn 95:
[[sv:Stefan Zweig]]
[[sv:Stefan Zweig]]
[[tr:Stefan Zweig]]
[[tr:Stefan Zweig]]
[[uk:Стефан Цвейґ]]
[[vi:Stefan Zweig]]
[[vi:Stefan Zweig]]
[[zh:斯蒂芬·茨威格]]
[[zh:斯蒂芬·茨威格]]

Stumm eus an 28 Du 2008 da 13:01

Buhez

Restr:Stefan Zweig.png
Stefan Zweig

Ar skrivagner Stefan Zweig zo bet ganet e Vienna (Bro-Aostria) e 1881. Dre ma oa pinvidik a-walc'h evit chom hep labourat e tremen bloavezhioù o veajiñ en Europa, India (e 1910) hag ar Stadoù-Unanet (1912). Deskiñ a ra meur a yezh estren, ha dizoleiñ sevenadur hag arzoù-kaer Europa. Dont a ra da vezañ mignon da Romain Rolland, Sigmund Freund, Charles Vildrac hag ar barzh flandrezat Emile Verhaen. Treiñ a ra en alamaneg oberoù Charles Baudelaire, Arthur Rimbaud, Paul Verlaine ha John Keats.

Sevel a ra a-enep ar Brezel Bras, ur brezel hag a zo kontrol d'ar spered european, hervezañ. E vuhez skrivagner a zo bet dalc'hmat ur menoz hepken : sevel liammoù etre sevenadurioù Europa.

E 1934 ez a kuit eus Aostria evit en em staliañ e Londrez (Bro-Saoz), ken dic'houzañvus e teu da vezañ an tagadennoù enepyuzev en e vro. An nazied a sav a-enep e oberenn, ha taolet e vez e levrioù en tantad, war ur blasenn foran e Berlin zoken.

Kuitaat a ra ar Rouantelezh-Unanet avat evit kaout repu e Brazil e 1941. Skoet eo gant follentez Mab-Den, ar brezel-bed nevez, trec'h an nazied, ha marv e uhelbal a beoc'h. Divizout a ra en em lazhañ, asambles gant e wreg Lotte, d'an 23 a viz C'hwevrer 1942 e Petropolis, e-kichen Rio de Janeiro.

Savet en deus Stefan Zweig un oberenn liesseurt : romantoù, danevelloù (Ar c'hoarier echedoù), buhezskridoù (Fouche, Hölderlin, Balzac, Marie Stuart…), pezhioù-c'hoari (Volpone).

Oberennoù

  • Vergessene Träume (1900), Danevell
  • Silberne Saiten (1901), Barzhonegoù
  • Der Stern über dem Walde (1904), Danevell
  • Die Liebe der Erika Ewald (1904), Danevell
  • Tersites (1907)
  • Brennendes Geheimnis (1911), Danevell
  • Geschichte in der Dämmerung (1911), Danevell
  • Erstes Erlebnis. Vier Geschichten aus Kinderland (1911
  • Angst (1920), Danevell
  • Amok (1922), Danevell
  • Die Augen des ewigen Bruders (1922), Danevell
  • Verwirrung der Gefühle (1927), Danevell
  • Sternstunden der Menschheit (1927)
  • Untergang eines Herzens (1927), Danevell
  • Drei Dichter Casanova – Stendhal - Tolstoi (1928), Buhezskridoù
  • Joseph Fouché (1929), Buhezskrid
  • Die Heilung durch den Geist. Mesmer - Mary Baker Eddy - Freud (1930)
  • Marie Antoinette (1932), Buhezskrid
  • Maria Stuart (1935), Buhezskrid
  • Triumph und Tragik des Erasmus von Rotterdam (1935)
  • Die schweigsame Frau (1933)
  • Castellio gegen Calvin oder Ein Gewissen gegen die Gewalt (1936)
  • Baumeister der Welt (1936)
  • Die gleich-ungleichen Schwestern (1937), Danevell
  • Magellan (1938), Buhezskrid
  • Ungeduld des Herzens (1939)
  • Schachnovelle (Danevell echedoù)(1941), Danevell
  • Die Welt von Gestern (1942), Emvuhezadur
  • Balzac, Buhezskrid
  • Rausch der Verwandlung, Roman aus dem Nachlass
  • Brief einer Unbekannten
  • Ben Johnson's "Volpone", reuz-c'hoari

Oberennoù troet e brezhoneg