Merk lateral : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Boulc'hañ
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 17 Meu 2006 da 20:15


Ur merk lateral, da lavaret eo kostez, a zo ur merk mor a servij d’ar verdeidi da c’houzout pelec’h emañ kostezioù ur ganol.
Pep merk a ziskouez betek pelec’h ez a pep kostez an hent-mor (e ledander eta). Diazezet eo an traoù war ar reizhiad babourzh/stribourzh, da lavaret eo tu kleiz/tu dehou.
Graet eo ar balizadur a-benn d’ar red. En ur stêr ez a neuze eus ar mor etrezek ar vammenn; evit ur porzh, eus ar mor etrezek antre ar porzh.
E-se, ul lestr hag a ya eus ar mor etrezek ur porzh uheloc’h er stêr a rank lezel ar merkoù stribourzh war e du dehou hag ar merkoù babourzh war e du kleiz, hag ar c’hontrol pa ziskenn gant ar stêr evit mont etrezek ar mor bras.

Ar merkoù-se a zo traoù liv. Daou liv a zo: gwer ha ruz.
Div reizhiad a zo er bed:

Er reizhiad A:

  • Ar merkoù babourzh a zo ruz hag o deus ur gouloù ruz.
  • Ar merkoù stribourzh a zo gwer hag o deus ur gouloù gwer.

Er reizhiad B ez eo ar c’hontrefed.

En div reizhiad:

  • Ar merkoù babourzh o deus pennoù plat, pe a-hend-all ez int karrez;
  • Ar merkoù stribouezh o deus ar merkoù stribourzh pennoù pikernek, pe a-hend-all ez int tric’hornek.

Graet eo ar stummoù dishañval-se evit ar re na zigemmont ket mat al livioù ruz ha gwer.

Gwelet ivez