Manga (bannoù-treset) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neert (kaozeal | degasadennoù)
Neert (kaozeal | degasadennoù)
D Astenn lodenn an istor
Linenn 11: Linenn 11:


Diwar levezon kelaouennoù kenwerzhel [[Stadoù-Unanet ]] e deroù an [[XXvet kantved]] o deus tapet ar mangaioù o stumm a-vremañ : hini ar [[bannoù-treset]]. Rummoù a bep seurt heñvel ouzh ar re amerikan a c'hanas er mod-se e kelaouennoù japan. Ar re vrudetañ betek ar [[bloavezhioù 40]] e voe «Norakuro» (ar c'hi du, ur manga a-nep al lu) gant [[Tagawa Suiho]] « Boken Dankichi » (troioù-kaer Dankichi) gant [[Shimada Keizo]]. Petra zo kaoz ? Dindan kontroll ar gouarnamant e oa ar c'hazetennoù hag an holl obererezhioù sevenadurel : un tamm aer fresk a voe dre ar mangaioù.
Diwar levezon kelaouennoù kenwerzhel [[Stadoù-Unanet ]] e deroù an [[XXvet kantved]] o deus tapet ar mangaioù o stumm a-vremañ : hini ar [[bannoù-treset]]. Rummoù a bep seurt heñvel ouzh ar re amerikan a c'hanas er mod-se e kelaouennoù japan. Ar re vrudetañ betek ar [[bloavezhioù 40]] e voe «Norakuro» (ar c'hi du, ur manga a-nep al lu) gant [[Tagawa Suiho]] « Boken Dankichi » (troioù-kaer Dankichi) gant [[Shimada Keizo]]. Petra zo kaoz ? Dindan kontroll ar gouarnamant e oa ar c'hazetennoù hag an holl obererezhioù sevenadurel : un tamm aer fresk a voe dre ar mangaioù.

=== Goude 1945 ===

Goude ar brezel, dindan beli ar Stadoù-Unanet e voe levezonet kalz ar [[mangaka|vangakaed]] gant ar c’homik-strips a veze troet ha skignet a-vraz er c’hazetennoù japanat. Un dispac’h a zeuas gant unan anezho bet levezonet gant [[Walt Disney]] ha diwarnañ e teuio ar mangaioù giz nevez : [[Osamu Tezuka|Tezuka Osamu]] an hini eo.

Gantañ e teuas ar jestroù dre efedoù grafek evel an taolioù-pluenn pe an [[trouzadelloù]] a lak muioc’h war wel kement fiñvadur a zo. Dreist-holl e lakaas [[talenn]]où ha [[kouchadur]]ioù a bep eil evel ma vez er [[sinema]]. Diouzh hengoun ar [[c’hoariva]] e troc’has enta : betek-henn e veze skeudennaouet an tudennoù en o fezh, e kreiz an dresadenn ha keit-ha-keit ouzh an tudennoù all. Ar bevaat e oa pal Tezuka hag an heuliad bevaat kentañ evit ar skinwel a zeuas gantañ just a-walc’h : e [[1963]] e sevenas Tetsuwan Atomu, unan eus e oberennoù a zo anavezetoc’h dindan an anv « [[Astro ar robot bihan]] ».

A-benn ar fin e voe boas an tremen eus ar paper d’ar skramm bihan. War genwerzhelaat ez eas ar mangaioù da vat : c’hoarielloù pe [[c’hoarioù-video]] a c’hanas diwarno hag ar c’hontrol a voe ken gwir all a-wezhioù.

Pelloc’h ez eas Tezuka ganti avat : gant rummoù a bep seurt e pledas ha dreist-holl gant ar re graet evit ar vugale. Rummoù nevez da vat a zeuas gantañ zoken er bloavezhioù 60 : mangaioù evit an dud deuet da lavaret eo danvezioù siriusoc’h dezho bouetet gant senarioioù kemplesoc’h. Fent a chomas gantañ avat ha ne zisoñjas ket e vennozhioù [[dengaour]], a-enep al lu hag e aon rak ur gevredigezh dindan beli ar skiantoù.

Dre se ez eus a bep seurt managioù bremañ ha berzh a reont : un drederenn eus an [[tennadenn]]où hag ur c’hard eus gounidoù an [[embann]] ez a d’ober e [[Japan]].

E [[1985]] ez eas priz sevenadurel [[Tôkyô]] gant Tezuka Osamu. E [[1990]], ur bloavezh goude e varv, e voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ gant [[Mirdi arzoù modern Tôkyô]]. Dre se eo aet ar mangaioù e istor sevenadurel japan da vat.



== Teknikoù dibar ==
== Teknikoù dibar ==

Stumm eus an 17 Meu 2006 da 18:22

Bandenn-dreset e talvez Manga e japaneg. E brezhoneg ez eo ur vandenn-dreset warni levezon Japan. Ger-ha-ger e talvez skeudenn dister. "Tresadenn" e talvez ga ha "dudius" e talvez man.

E 1814 e oa al livour Hosukai o klask ur ger evit ar skeudennoù ardoù e oa krog da dresañ. A-benn ar fin e reas "raktresadennoù graet buan-ha-buan" anezho pe c'hoazh "skeudennoù dizampart", da lavaret eo manga e japaneg.

Ur skouer eus un dresadenn en ur manga.

Mangaka e vez graet eus an dresadennerien manga.


Istor ar mangaioù

Diwar levezon kelaouennoù kenwerzhel Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved o deus tapet ar mangaioù o stumm a-vremañ : hini ar bannoù-treset. Rummoù a bep seurt heñvel ouzh ar re amerikan a c'hanas er mod-se e kelaouennoù japan. Ar re vrudetañ betek ar bloavezhioù 40 e voe «Norakuro» (ar c'hi du, ur manga a-nep al lu) gant Tagawa Suiho « Boken Dankichi » (troioù-kaer Dankichi) gant Shimada Keizo. Petra zo kaoz ? Dindan kontroll ar gouarnamant e oa ar c'hazetennoù hag an holl obererezhioù sevenadurel : un tamm aer fresk a voe dre ar mangaioù.

Goude 1945

Goude ar brezel, dindan beli ar Stadoù-Unanet e voe levezonet kalz ar vangakaed gant ar c’homik-strips a veze troet ha skignet a-vraz er c’hazetennoù japanat. Un dispac’h a zeuas gant unan anezho bet levezonet gant Walt Disney ha diwarnañ e teuio ar mangaioù giz nevez : Tezuka Osamu an hini eo.

Gantañ e teuas ar jestroù dre efedoù grafek evel an taolioù-pluenn pe an trouzadelloù a lak muioc’h war wel kement fiñvadur a zo. Dreist-holl e lakaas talennoù ha kouchadurioù a bep eil evel ma vez er sinema. Diouzh hengoun ar c’hoariva e troc’has enta : betek-henn e veze skeudennaouet an tudennoù en o fezh, e kreiz an dresadenn ha keit-ha-keit ouzh an tudennoù all. Ar bevaat e oa pal Tezuka hag an heuliad bevaat kentañ evit ar skinwel a zeuas gantañ just a-walc’h : e 1963 e sevenas Tetsuwan Atomu, unan eus e oberennoù a zo anavezetoc’h dindan an anv « Astro ar robot bihan ».

A-benn ar fin e voe boas an tremen eus ar paper d’ar skramm bihan. War genwerzhelaat ez eas ar mangaioù da vat : c’hoarielloù pe c’hoarioù-video a c’hanas diwarno hag ar c’hontrol a voe ken gwir all a-wezhioù.

Pelloc’h ez eas Tezuka ganti avat : gant rummoù a bep seurt e pledas ha dreist-holl gant ar re graet evit ar vugale. Rummoù nevez da vat a zeuas gantañ zoken er bloavezhioù 60 : mangaioù evit an dud deuet da lavaret eo danvezioù siriusoc’h dezho bouetet gant senarioioù kemplesoc’h. Fent a chomas gantañ avat ha ne zisoñjas ket e vennozhioù dengaour, a-enep al lu hag e aon rak ur gevredigezh dindan beli ar skiantoù.

Dre se ez eus a bep seurt managioù bremañ ha berzh a reont : un drederenn eus an tennadennoù hag ur c’hard eus gounidoù an embann ez a d’ober e Japan.

E 1985 ez eas priz sevenadurel Tôkyô gant Tezuka Osamu. E 1990, ur bloavezh goude e varv, e voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ gant Mirdi arzoù modern Tôkyô. Dre se eo aet ar mangaioù e istor sevenadurel japan da vat.


Teknikoù dibar

Seurtoù mangaioù

E Japan ez eus a bep seurt luskoù embann d'ar mangaioù : bep sizhun pe bep trimiziad. Dre chabistroù 20 pajenn dezho e vezont embannet. Livioù disheñvel a c'hell diforc’hañ ar seurtoù mangaioù a zo en ur magazin. A bep seurt furmad a zo dezho ivez : un nebeud pajennoù pe un daou-ugent bennak anezho (evit reiñ lañs d'un heuliadenn nevez da skouer).

Setu amañ un nebeud kelaouennoù sizhuniek : Shōnen Jump (Shueisha), Shōnen Magazine (Kodansha), Shōnen Sunday (Shogakukan).

Betek 400 pajenn a c'hell bezañ dezho.

Diouzh rummadoù tud eo ar c’hellaouennoù manga :

  • Kodomo = evit ar re yaouankañ
  • Shônen = evit ar grennarded
  • Shôjo = evit ar c'hrennardezed
  • Seinen = evit an dud deuet, paotred yaouank anezho
  • Josei = evit an dud deuet, merc'hed yaouank anezho
  • Shôjo-ai = istorioù karantez etre maouezed
  • Shôjo-yuri = istorioù reizh etre maouezed
  • Shônen-ai = istorioù karantez etre paotred
  • Shônen-yaoi = istorioù reizh etre paotred.
  • Seijin = evit an dud deuet, paotred anezho
  • Redisu = evit an dud deuet, merc’hed anezho

Un nebeud rummoù dibar a zo ivez :

  • Dôjinshi = produerezh amatour, tresadennoù gosisus
  • Yonkoma = manga peder log dezho
  • Gekiga = manga dramaek ar 60-70
  • Ecchi (H) = manga erotek
  • Hentai = manga pornografek
  • Moé = manga troet gant ur santad ouzh un dudenn
  • Suiris = manga troet gant ar muntroù
  • Jidaimono = manga troet gant an istor

Manga (dre o anv brezhonek)

Roll ar mangaioù, dre o anv brezhonek, all | A | B | C | D | E | F | G | H | I | J | K | L | M | N | O | P | Q | R | S | T | U | V | W | X | Y | Z

Manga (dre o zitl orin)

- - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - -

Oberourien (pe mangaka)

Embannadurioù mangaioù e Frañs

Reizh ar ger "manga"

Liammoù diavaez

Banniel Japan Japan Patrom:LabourAchom