Amrenererezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot : Erlec hiet (-ar hindeg +an hindeg)
Linenn 18: Linenn 18:
:'''''She''''' doesn't want to eat''
:'''''She''''' doesn't want to eat''

Kavet e vez an amrenererezh meur a yezh dre ar bed diliamm an eil re diouzh ar re all, en o zouez ar [[spagnoleg]], ar [[hindeg]], an [[arabeg]], ar [[sinaeg]] hag ar [[japaneg]].
Kavet e vez an amrenererezh meur a yezh dre ar bed diliamm an eil re diouzh ar re all, en o zouez ar [[spagnoleg]], an [[hindeg]], an [[arabeg]], ar [[sinaeg]] hag ar [[japaneg]].

A-wezhoù n'he deus ul lavarenn pe ur frazenn daveenn fetis ebet, ha graet e vez "savadennoù ampersonel" (saoz. ''impersonal constructions'') anezhi. N'eus kudenn ebet ghant seurt savadennoù evit a sell ouzh ar yezhoù [[Amraganvelezh|amraganvelek]] pe [[Amrenererezh|amrenererek]] dre ma n'eo ket ret implijout raganvioù enne dre ret. Er yezhoù all avat e ma ranker implijout raganvioù atav, evel ar [[galleg]] pe ar [[saozneg]], e ranker hen ober ivez gant seurt savadennoù ampresonel zoken hag implijet e vez gante "[[Brizhraganv|brizhraganvioù]]" (saoz. ''dummy pronoun''), da skouer:

Stumm eus an 16 Du 2008 da 10:13

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amrenererezh (saoz.: null subject) evit komz eus un doare amraganvelezh ma c'heller sevel frazennoù reizh e yezhoù zo dre argas ar raganvioù oc'h ober daver da rener ar frazenn e degouezhioù resis zo, peurliesañ pa c'heller kompren da beseurt anv e ra dave ar a-drugarez da verkoù morfologel all, dreist-holl da skouer displegadur ar verb.

Amrenererek e c'hell bezañ ar brezhoneg en holl degouezhioù ma n'eo ket ezhomm pouezañ a-ratozh-kaer war rener ar frazenn, da skouer:

"Kanañ a ran[-me]"
"Amañ e c'hortozez[-te]"

Kemmañ a ra amrenererezh ar frazenn hervez ar struktur yezhoniel resis e brezhoneg. E yezhoù all, avat, evel an darn vrasañ eus ar yezhoù romanek eo diliamm an amrenererezh diouzh struktur yezhadurel resis ar frazenn. Da skouer en italianeg:

Maria non vuole mangiare.
"Maria ne fell ket dezhi debriñ."
Non vuole mangiare.
"Ne fell ket [dezhi] debriñ."

En eil frazenn e rankfer ober dre ret gant ur raganav personel en ur yezh hep amrenererezh evel, da skouer ar saozneg:

She doesn't want to eat

Kavet e vez an amrenererezh meur a yezh dre ar bed diliamm an eil re diouzh ar re all, en o zouez ar spagnoleg, an hindeg, an arabeg, ar sinaeg hag ar japaneg.

A-wezhoù n'he deus ul lavarenn pe ur frazenn daveenn fetis ebet, ha graet e vez "savadennoù ampersonel" (saoz. impersonal constructions) anezhi. N'eus kudenn ebet ghant seurt savadennoù evit a sell ouzh ar yezhoù amraganvelek pe amrenererek dre ma n'eo ket ret implijout raganvioù enne dre ret. Er yezhoù all avat e ma ranker implijout raganvioù atav, evel ar galleg pe ar saozneg, e ranker hen ober ivez gant seurt savadennoù ampresonel zoken hag implijet e vez gante "brizhraganvioù" (saoz. dummy pronoun), da skouer:

Yezhoù amrenererek
Brezhoneg: "Glav a ra [Ø]"
Portugaleg: "[Ø] Chove"
Gresianeg: "[Ø] Βρέχει"
Yezhoù renererek
Saozneg: "It rains"
Galleg: "Il pleut"
Kembraeg: "Mae hi'n bwrw glaw"

Gwelit ivez