Askorn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: lmo:Òs
D Robot ouzhpennet: hi:अस्थि
Linenn 48: Linenn 48:
[[gl:Óso]]
[[gl:Óso]]
[[he:עצם]]
[[he:עצם]]
[[hi:अस्थि]]
[[hr:Kosti]]
[[hr:Kosti]]
[[hu:Csont]]
[[hu:Csont]]

Stumm eus an 14 Du 2008 da 04:25


Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anvioù a vez graet ouzh hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù, ar flugez hag an empenn (houmañ enklozet e boest ar glopenn).

Studi an eskern eo an askornouriezh.

Eskern an dorn

Danvez

Gant raz (danvez) e vez graet an eskern evit reiñ o c'haleter ha o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeut anezho evel eskern an treid pa ya an Den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern e-lec'h ma emañ mel an eskern.



Troiennoù

  • Gortoz an askorn (gortoz ma vo marv un den evit kaout e hêrezh, da skouer)
  • Ober bleud gant eskern un den bennak (kalkennata pe gunujenniñ)
  • Sac'h(ad)-eskern (dre skeudennadur evit an Den)
  • Treut-eskern : bezañ treut evel ur c'havr

Sterioù all

Pep a elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet askorn eus outañ : askorn kerez (kalonenn gerez) hag memestra evit ar frouezh all kalonennoù enno.