Tiegezh Sforza : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: zh:斯福尔扎家族 |
D Robot kemmet: ko:스포르차 가문 |
||
Linenn 111: | Linenn 111: | ||
[[it:Sforza]] |
[[it:Sforza]] |
||
[[ja:スフォルツァ家]] |
[[ja:スフォルツァ家]] |
||
[[ko:스포르차 |
[[ko:스포르차 가문]] |
||
[[la:Sfortia]] |
[[la:Sfortia]] |
||
[[nl:Sforza]] |
[[nl:Sforza]] |
Stumm eus an 7 Du 2008 da 12:07
Sforza zo anv un tiegezh italian brudet e mare an Azginivelezh, a oa e gavell e Dugelezh Milano.
Orin al lignez
- Savet e voe al lignez gant Muzio Attendolo, lesanvet Sforza (an hini kreñv) (ganet e Cotignola e-tal Pescara en 1369, marvet en 1424), a oa condottiere hag o tont eus Romagna, hag a servijas rouaned anjevat Naplez. Al lignez -se eo a reas ar muiañ a verzh.
- E vab henañ a oa Francesco Sforza (1401-1466), a renas dugelezh Milano er c'h-Quattrocento, hag a dapas an titl dug Milano war-lerc'h marvet an dug Filippo Maria Visconti e 1447, pa zimezas gant Bianca Maria Visconti, pennhêrez, ha war-lerc'h ar République Ambrosienne (1447-1450). Eus an dimeziñ-se e teu al lignez.
- War-lerc'h Francesco I e voe Galeazzo Maria Sforza (1444-1476), Dug adal 1466 betek e varv, a zimezas da Bona di Savoia.
- E vab Gian Galeazzo a renas war e lerc'h (1469-1494), nemet dre ma ne oa re yaouank ne oa ket evit gouarn, hag a zimezas da Isabella d'Aragona.
- E penn ar gouarnamant e oa an eontr Ludovico Sforza (il Moro), a voe anvet dug da varv e niz. Dimeziñ a reas da v- Beatrice d'Este.
Gwelout ivez
- ar c'hont Carlo Sforza, bet o stourm a-enep ar faskouriezh .
Liammoù diavaez
Skeudennoù
-
Alegorienn an tiegezh Sforza