Mide : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : {{Infobox Bro gozh |native_name = Mide |conventional_long_name = Rouantelezh Mide |common_name = Rouantelezh Mide |continent=Europa |event_start = Krouidigezh |year_start = ? |event_... |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 3 Du 2008 da 14:06
Mide Rouantelezh Mide | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Hen-iwerzhoneg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouidigezh | ? | |||
- Aloubet gant Connacht | 1173 |
'Mide a oa ur rouantelezh Iwerzhonat e-pad ar grennamzer. Krouet e oa bet e-pad an Henamzer moarvat hag ag e lec'hiadur e kreiz an ennez e tenn e anv. Enderc'hel a rae Kontelezh Meath hag hini Westmeath.
Istor
Hervez an hengoun e vefe bet krouet gant Tuathal Teachtmhar er c'hantved kentañ. E rouaned gentañ a vefe bet Uí Enechglaiss, un darn eus ar Fir Bolg.
War-dro 490 e voent kaset kuit eus o bro, e-kichen Kildare gant an Uí Néill hag o flas e kemeras Clann Cholmáin a renas war ar vro betek distrujadur ar rouantelezh. Meur anezho a oa bet Pennroue Iwerzhon. War digesk e yeas ar rouantelezh e-pad ar grennamzer, avat, hag e 1173 e kollas e frankiz, aloubet gant tud Connacht.
Daveoù
- "Clann Cholmain Kings of Mide 766–1184", page 195–196 in "A New History of Ireland", Vol. IX, ed. Byrne, Martin, Moody, 1984.
- "Irish Leaders and Learning Through the Ages", Paul Walsh; ed. O Muraile, 2004.
- "King James II's Irish Army List", D'Alton, 18??