Eienenn : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: gl, hu, id, sl, zh tennet: hi, pt kemmet: uk |
D Robot ouzhpennet: is:Ölkelda (uppspretta) |
||
Linenn 58: | Linenn 58: | ||
[[hu:Forrás (hidrológia)]] |
[[hu:Forrás (hidrológia)]] |
||
[[id:Mata air]] |
[[id:Mata air]] |
||
[[is:Ölkelda (uppspretta)]] |
|||
[[it:Sorgente (idrologia)]] |
[[it:Sorgente (idrologia)]] |
||
[[ja:湧水]] |
[[ja:湧水]] |
Stumm eus an 27 Her 2008 da 19:15
Un eienenn a zo ul lec'h ma teu an dour e-maez an douar. Lod zo bet kempennet gant an dud ha graet e vez feunteunioù anezho.
Dont a ra dour an eien da gemer stumm ur ruzelenn peurvuiañ, pe ur wazh, a-raok mont da stêr a-wechoù. Met gallout a ra an eien bezañ er mor ivez, pe stok outañ. Gallout a rao dour bezañ lonket en douar kenkent ha difluket e-maez.
Relijion
Er relijion pagan e veze enoret an eien, hag hervez mojennoù Hellaz kozh int leun a nimfenned.
Istor
Brudet eo bet an ergerzherien, evel Richard Burton, a glaskas war-lerc'h eienenn an Nil.
Lennegezh
Gant dodenn an eien, hag ar c'hlask anezho, eo bet awenet ar skrivagnerien, evel Marcel Pagnol, gant e roman L'Eau des collines s'organise autour de l'enjeu vital d'une source.
Gerioù kar
- Eien zo un anv-stroll, eienenn en unander eta;
- Eienañ, pe eienennañ eo ar pezh a ra ur stêr pa deu e-maez an douar;
- Eienek eo Menez Are, rak meur a eienenn zo ennañ.
- Eienus pe eienennus eo douaroù Menez Are, kement a zour zo enne.